Temoù
Ar fotennoù
-
🔗 ne ran ket fotennoù
[rã kə fo'teno]
je ne fais pas d'erreur, de faute d'orthographe
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ a rae fotennoù met ingal eo, bepred e oa desket
['hemɑ̃ rɛ fo'teno mɛd 'iŋgal ɛ 'bopə wa 'diskɛt]
celui-ci faisait des fautes, mais c'est égal, toujours est-il qu'il était instruit
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 fotennoù zo
[fo'teno zo]
il y a des erreurs [fautes]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 droed 'neus d'ober fotennoù
[drwɛd nøz do:r fo'teno]
il a le droit de faire des fautes
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... oa ur faot
[wa fot]
... il y avait une faute
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bern fotennoù
[bɛrn fo'teno]
plein de fautes
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'mez ket d'ober klask anezhe hañ, se a sko 'ba ma daoulagad
[me kə do:r klɑsk nɛ: ɑ̃ ze sko bɑh ma dow'lɑ:gət]
moi je n'ai pas à les chercher hein, ça me frappe les yeux [saute aux yeux, les fautes d'orthographe]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ne oa... ne rae ket an nen fotennoù 'ba an dikteioù evel ar reoù yaouank bremañ, kar me zo sur kwida hañ !
[a wa ʁɛ kə ne:n fo̞'teno bah ndik'tejo wɛl ʁew 'jo̞wɑ̃ŋg 'bʁemɑ̃ kaʁ me zo zyʁ kwida ɑ̃]
et il n'y avait... on ne faisait pas de fautes [d'orthographe] dans les dictées comme les jeunes maintenant, car je suis sûre quoi hein !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi