Temoù
Ar valtouterien
-
👂 🔗 n'eo ket « maltouter », « maltouter » a oa douanier
[nɛ kə ma’tutʲər ma’tutʲər wa dwaɲe]
ce n'est pas « douanier », « douanier » c'est douanier
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ zo maltouter, d'ar c'houlz-se e oa... e veze gwelet... e veze ar sort-se 'ba... an aodoù aze, war bord an aod aze gouez dezhe, o tiwall ober trafik, met bepred e veze graet ivez
[hẽ: zo ma'tutʲər də 'huls:e wa viʒe 'gwɛ:lɛt viʒe 'sɔrse bah 'otʃo 'ɑhe war bɔr no:d 'ɑhe gwes tɛ: 'tiwal o:r trafik mɛ 'bopəd viʒe gwɛd ije]
il est douanier, à cette époque-là il y avait... on voyait... il y avait cette catégorie-là sur... les côtes là, au bord de la côte là comme ils disent, à surveiller les trafics, mais on faisait quand même
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi