Temoù
Ur c'hrogad
-
🔗 aze oa bet ur c'hrogad
['ɑhe wa be 'hrɔ:gət]
il avait été là un moment
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm krogad labour
[tãm 'krɔ:gə 'lɑ:bur]
un temps de travail
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ober ur c'hrogad labour
[’o̞:bər ’hro̞:gə ’lɑ:bur]
faire un moment de travail
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e raen ur c'hrogad deus an noz
[a 'gu:de rɛn 'hrɔ:gəd dez nɔ̃:s]
et après je faisais un moment de travail le soir
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wechoù e rae un tamm krogad labour bennak moarvat pe...
[’we:ʒo ʁe tɑ̃m ˌkʁɔ:gə’lɑ:buʁ bə’nɑ:g ma’hɑt pe]
parfois il faisait quelques moments de travail sans doute ou...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a rae tammoù krogadoù labour
[hẽ̞: ʁe 'tɑ̃mo kʁɔ'gɑ:do 'lɑ:buʁ]
il faisait des petits moments de travail
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi