Temoù
Ober bugale
-
👂 🔗 pa 'ta graet daou vihan du-se e oa daou vras oc'h ober anezhañ ivez, ne oa ket ?
[pe ta gwɛd dɔw 'viən 'dyhe wa dɔw vrɑ:s ho:r neɑ̃ ije wa kə]
quand tu avais fait deux petits chez toi, il y avait deux grands à le faire, n'est-ce pas ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brazeziñ
[bra'ze:zi]
engrosser
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 brazezet
[bra'ze:zət]
engrossée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 neuze e oan fabriket me
['nœhe wɑ̃n fa'brikə me]
alors j'avais été fabriqué [conçu]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya ! ya, ha goude, feiz, tri bloaz adarre, n'aent ket fonnus hañ ! n'aent ket fonnus, kemer a raent oc'h amzer kwa !
[... - ... - ... - ˈtɣi bla ˌdɑʁe - ... ˌne̞ɲ kə ˈvɔ̃nyz ɑ̃ - ˌne̞ɲ kə ˈvɔ̃nys - ...]
ah oui ! oui, et après, ma foi, trois ans [après] de nouveau, ils n'allaient pas vite hein ! ils n'allaient pas vite, ils prenaient leur temps [pour faire des enfants] quoi !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi