Temoù
Dresañ
-
👂 🔗 adkelc'hiañ
[hat’klɛrjɑ̃]
recercler [sabot]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kelc'hiañ ar votez
[’klɛjɑ̃ ’vo̞təs]
cercler le sabot
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude e veze d'ober adtachiñ anezhe neuze
[gu viʃe do:r ha’t:ɑʃĩ nɛ: ’nœe]
après il fallait les clouter de nouveau alors [sabots]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war-droad evel-just, botoù-koad ha tout, kelc'hiet gant euh... un orjalenn aze hag... pa veze an nen o c'hoari fout gant ur volotenn mous aze kwa hein, ar botoioù-koad ac'h ae d'an aer hag e vezent faoutet
[waʁ’dwɑ:d wɛl’ʒyst ˌbo̞to’kwɑd a tut ’klɛjɛd gɑ̃n ə nɔr’ʒɑ:lən ’ɑhe ag pe viʒe ne:n hwɑj fut gɑ̃n vo̞’lo̞tən mus ’ɑhe kwa ɛ̃ ˌbo̞to̞jo’kwɑt hɛ də nɛ:ʁ a’liɛs ag ə viʒeɲ fo̞wtət]
à pied bien sûr, en sabot et tout, entourer par euh... un fil de fer là et... quand on jouait au foot avec une balle en mousse là quoi hein, les sabots allaient en l'air et ils étaient fendus
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 fretenn
frèteun
[fʁɛtən]
morceau de fer ajouté sur le dessus du sabot lorsqu'il a fendu
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 e veze un tamm pleg 'ba... 'ba an orjalenn amañ, un tamm pleg 'ba 'r penn all, ha neuze e choukez anezhañ 'ba... 'ba ar votez, ha goude neuze e stardez, e tigasez anezhañ war-grec'h 'ba ar choukenn... 'ba choukenn ar votez, hag e lakez ur boentenn vihan neuze d'aretiñ anezhañ, da ampich anezhañ da addiskenn e-unan
[viʒe tɑ̃m pleg ba ba nɔr’ʒɑ:lən ’ɑ̃mɑ̃ tɑ̃m pleg bah pɛn’ɑl a nœe ’ʃukɛz neɑ̃ bah bah ’votəs a ’gu:de ’nœe ’stɑrdɛz ’dɛsɛz neɑ̃ war’gweh bah ’ʃukən bah ’ʃukən ’votəs a ’lɑkɛz ’bwɛ̃ʃən ’viən nœhe da’rɛtĩ neɑ̃ də ’hɑ̃mpiʒ neɑ̃ də ha’d:iskɛn i’hy:n]
il y avait un petit pli [crochet] dans... dans le fil de fer ici, un petit pli à l'autre bout, et alors tu l'enfiles autour... autour du sabot, et après alors tu serres, tu le ramènes vers le haut dans la panufle... dans la panufle du sabot, et tu mets une petite pointe alors pour l'arrêter, pour l'empêcher de redescendre tout seul
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi