Temoù
Bezañ mouget
-
👂 🔗 aze... aze out mouget hañ ! (TK. : ya) ah ! n'out ket mouget c'hoazh !
[’ɑ:he ’ɑ:he hud ’mu:gəd ɑ̃ - a nut kə ’mu:gə hwɑs]
là... là tu as muet hein ! (Tu. : oui) ah ! tu n'es toujours pas muet [personne qui reste sans réponse à une question] !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e lakez eu... aze e lakez ur pech din 'vat !
[ˌɑhe ˌlɑkez ə - ˌɑhe ˌlɑkez ə ˈpeʃ dĩ hat]
là tu me poses euh... là tu me poses une colle !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra din-me eu... ale ! 'deuy ket ganin bremañ ! a-wechoù 'mez d'ober dispakañ anezhe
[pəˌta ˈdĩme - ... - ...]
comment euh... allez ! il ne sort pas maintenant [le lieu-dit] ! parfois j'ai du mal à les sortir
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa an Ozhac'h, ganet e 1938 e Plounerin, o chom e Plounerin, marvet e 2023, tud bet ganet e Lohueg / Gwerliskin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze emañ petra din-me...
[... ˈpɑɾa ˌdĩme]
là c'est comment dirais-je...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'lârin ket dit, 'lârin ket dit !
[ˈlɑˑɣĩŋ ke ˈdit - ˈlɑˑɣĩŋ ke ˈdit]
je ne saurai te dire, je ne saurai te dire !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa an Ozhac'h, ganet e 1938 e Plounerin, o chom e Plounerin, marvet e 2023, tud bet ganet e Lohueg / Gwerliskin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya... pa lâri din !
[...]
oui... quand tu m'auras dit [je pourrais te répondre] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jaouen, ganet e 1935 e Ploubêr, o chom e Plouared, tud bet ganet e Ploubêr / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-08-17)
-
👂 🔗 ah, ya ! aze... aze e c'hwitan, ne... welan ket... petra a vefe
[...]
ah, oui ! là... là je sèche, je ne... vois pas... ce que ça serait
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Damani, ganet e 1927 e Servel, o chom e Trebeurden (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Brelevenez / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-30)