Temoù
Ar c'helc'hioù
-
👂 🔗 ha gwechall e weles ar vugale etreze, 'ba ar gêr o c'hoari, 'vijent ket oc'h ober les... ya ! ivañtiñ a raent traoù, ober a raent moaien da c'hwipat tammoù traoù, a-dreuz hag a-hed, hag e vijent... e vijemp o c'hoari klec'h
[... - ... - ... - ... - ... ˌviʃe̞m ˌhwɑj ˈkle̞x]
et autrefois tu voyais les enfants entre eux, jouer à la maison, ils n'étaient pas en train de faire les... oui ! ils inventaient des choses, ils trouvaient le moyen de chaparder de petites choses, ici ou là, et ils... nous jouions au cerceau
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e raemp... e glaskemp un tamm houarn, ha neuze e gammemp anezhañ, ha gant hennezh e vou... e voutemp anezhañ
[... - ... - ... ˈgɑ̃me̞m ˌneˑɑ̃ - ... ˈvute̞m ˌneˑɑ̃]
et alors nous faisions... nous cherchions un morceau de fer, et alors nous le courbions, et avec ça on pou... nous le poussions
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi