Temoù
Kreskiñ
-
👂 🔗 amañ e vout an traoù bepred
['ɑ̃mɑ̃ vu ntɾɛw 'bopət]
ici ça pousse toujours
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne savont ket
['zɑ:vaɲ cət]
ils ne lèvent pas
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa wel anezhe o vont ervat
[pə wɛl nɛ: vɔ̃:n vɑ:t]
quand elle les voit bien pousser [légumes]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kazi diwan
['kɑhe 'diwɑ̃n]
presque germés
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kreskaet eo un tamm mat
[kre’skɑ:d ɛ tɑ̃’mɑt]
ça a bien poussé [potager]
non confirmé
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e labouro an traoù bremañ peotramant...
['ɑ:he la'bu:ɹo tɾɛw 'bomɑ̃ pe'tɑ̃mɑ̃n]
là ça va pousser maintenant sinon...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an traoù a deue... a laboure muioc'h... fonnusoc'h
[ntɾɛw de la'bu:ɹe 'my:ɔh vɔ̃'nysɔx]
les choses [plantes] venaient... poussaient plus... plus vite
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya peogwir 'ma ket abaoe 'ma tailhet tout ma reoù, tailhet 'ma anezhe tout en rond parce que a-hend-all e vezont re hir hag e vezont o sec'hañ goude e-kerzh an hañv, 'vez ket thym eu... eo foutu, donc 'deus ket boutet abaoe 'h int chomet ront ha brav evel-se aze, 'ma tailhet anezhe, met n'on ket kat da dapet dioute
[ja pə'guʁ ma kəd bwe ma 'tɑjət tut mə ʁew - 'tɑjəd ma ne̞ tut ɑ̃ ʁɔ̃ pask hɛn'dɑl vɛɲ 'ʁe hiʁ a vɛɲ 'sehɑ̃ 'nœhe 'gu:de kɛʁz 'nɑ̃: - ve kə tœ̃ ə e̞ 'futy - dɔ̃ŋk dœs kə 'butəd bwe hiɲ 'ʃo̞mə ʁɔ̃n a bʁɑw vi'se̞ ahe̞ - ma 'tɑjəd ne̞ - mɛ nɔ̃ kə kad də 'dapə 'dɔ̃nte̞]
oui puisque je n'en avais plus depuis que je les avais tous taillés, je les avais tous taillés en rond parce que sinon ils sont trop longs et ils sèchent pendant l'été, il n'y a pas de thym... il est foutu, donc ils n'ont pas beaucoup poussé depuis qu'ils sont restés ronds et beaux comme ça là, je les avais taillés, mais je ne peux pas en prendre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa mat gwechall, e-pad ar brezel 'vije ket kavet mann ebet pe diouzhtu goude ar brezel 'vije mann ebet, e vije prenet traoù, met aze e vez kavet tout, tout a vez kavet bremañ, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, mankout a ra un dra bennaket, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, 'vez ket d'ober prenañ bernioù traoù asambles evel-se hañ ! ha botoioù ha chaosonoù ha tout an traoù-se diouzhtu, an treid a gresk diouzhtu hañ ! ha tout, tout a vez re vihan, 'vezont ket laket
[ze wa mɑ:d gwe’ʒɑl - pad ’bʁe:zəl vi’ʃe kə kɑ:d ’mɑ̃nbet pe dyˌsty ’gu:de ə ’bʁe:zəl ’viʃe ’mɑ̃nbet - ’viʃe ’pʁe:nə tʁɛw - mɛ ’ɑe̞ ve kɑ:t tut - tut ve ka:d ’bœmɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’mɑ̃ŋkə ʁa ndʁa mə’nɑkə - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ ’pʁe:nə ’bɛʁɲo tʁɛw ’sɑ̃məs vi’se̞ ɑ̃ - a bo̞’to̞jo a ʃo̞’sɔ̃:no a tun ’tʁɛwze dy’sty - ən ’tʁɛjc gʁesk dy’sty: ɑ̃ - a tut tud ve ʁe ’vi:ən - ’veɲcə ’lɑkət]
ça c'était bien avant, pendant la guerre on ne trouvait rien du tout ou tout de suite après la guerre il n'y avait rien, on achetait des choses, mais là on trouve tout, on trouve tout maintenant, il n'y a qu'à aller acheter, il manque quelque chose et il n'y a qu'à aller acheter, il ne faut pas acheter plein de choses à la fois comme ça hein ! et des chaussures et des chaussons et toutes les choses tout de suite, les pieds grandissent tout de suite hein ! et tout, tout est trop petit, ils ne sont pas portés [habits de bébé]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi