Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

trakteur

Gwelet an tem An trakteur

Stummioù :

tracteur

  • 👂 🔗 Ya, du-mañ, du-mañ, e-barzh ar gêr ne oa ket bet trakteur keit e oan me er gêr, met goude e oan dimezet e oa.

    Ya, du-mañ, bah gêr oa ke bé trakteur kèit e oan mé gêr, mè goudé oan diméet oa.

    Oui, chez moi, il n'y a pas eu de tracteur tant que j'étais à la maison, mais quand je me suis mariée, il y en a eu un.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa 'na lavaret din mont da brenañ an trakteur, ya, piv 'h aio warnañ ? Te emezañ. Me ? emezon-me. Ya, me n'in ket emezañ, peogwir ne glevan ket emezañ.

    Pé na laat tin mon te brénañ ’n trakteur : Ya, piw ’h èi warnañ ? Té méañ. Mé ? Moñmé. Ya, mé n’in ke méañ, pegur gléwañ ket méañ.

    Quand il m'avait dit d'aller acheter le tracteur, oui qui le conduiras ? Toi, qu'il dit. Moi ? que je dis. Oui, moi je ne le ferais pas, parce que je n'entends pas.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met konduiñ e drakteur, geo, ober a rae ma kerez, met pas war an hent, peogwir ne gleve ket.

    Mèd eu... konduiñ i drakteur, gè, or rê ma kées, mè pas war ’n èn, pegur glêwé ket.

    Mais conduire le tracteur, si, il le faisait, mais pas sur la route, parce qu'il n'entendait pas [il était sourd].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya avat, 'meus soñj, pa oan dougerez deus X, feiz, 'ma lavaret da X : Ha feiz emezon-me, an trakteur zo fin eviton bremañ evit ur pennad. Kar se a oa kat da vezañ laket ac'hanon da goll anezhañ quoi.

    Ya hat, meus choñj, pé oan dougêres deus X, fé, ma laat te X : A fé, moñmé, ’n trakteur zo fin witoñ brœmañ wid pènnat. Ka zé oa kat te véañ laked añw de goll néañ quoi.

    Oui, je me rappelle, quand j'étais enceinte de X, j'avais dit à Y : Ma foi, le tracteur c'est fini pour moi pour un moment. Parce que ça c'était susceptible de me faire le perdre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal