Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

difenn

Stummioù :

défense

  • 👂 🔗 'deus ket kalz difenn nemet euh... karzhañ kwa, karzhañ

    [døs kə kɑlz ’diˑvɛn mɛd ə ’kɑrzɑ̃ kwa ’kɑrzɑ̃]

    ils n'ont pas beaucoup de défense sauf euh... détaler quoi, détaler [chevreuils]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-wechoù marteze e vez un tamm difenn bennak

    ['we:ʒo ma'te:e ve tɑ̃m 'di:vɛn bə'nɑ:k]

    parfois peut-être il y a un peu de défense [l'animal se défend]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

interdire

  • 👂 🔗 bet e oa difennet da lakat anezhañ

    [bed wɑ di'vɛnə də 'lɑkə neɑ̃]

    ça avait été défendu de le mettre

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 difennet eo chaseal

    [di'vɛnɛd ɛ ʃa'seal]

    il est interdit de chasser

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 difennet eo, difennet, eo difennet d'antren kwa

    [di'vɛnəd e̞ di'vɛnət e̞ di'vɛnəd 'ɑ̃ntʁən kwa]

    c'est interdit, interdit, il est interdit d'entrer

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 difennet eo skeiñ

    [di'vɛnɛd ɛ skɛɲ]

    il est interdit de frapper

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eus ket bet difennet mann ebet din nemet holen

    [nøs kə be di'vɛnət mɑ̃n be tĩ mɛ 'ho:lən]

    on ne m'a rien interdit sauf le sel

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi