Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

ret (bezañ –)

falloir

  • 👂 🔗 Ret e vo din esa ober unan da welet ivez.

    Réd vo din êsa or un de wèlet ie.

    Il faudra que j'essaie d'en faire un aussi pour voir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Aze 'teus un asied brav da lakat ar seurt-se avat. Ret eo din tapout unan all abalamour din da reiñ anezhañ dit avat.

    Ahé teus ’n asiet braw de lakat sort-sé ha. Réd è din tab un all bañw tin da rèiñ néañ dit hat.

    Tu as là une belle assiette pour mettre ça. Il faut qu'en j'en prenne une autre pour te la (re)donner.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ret e vije d'an nen mont eeun te, abalamour d'ober ur regenn eeun.

    Rê(d) vijé (d) nén mon eñven té, bañw t'or rigienn eñven.

    Il fallait aller droit, tiens, pour faire une rangée droite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met me a vije ret din, peogwir Papa ne gleve ket, e vije ret din a-wezhioù huchal, met Hoo ! Hoo ! Neuze e lavaren Hoo ! d'ar gazeg.

    Mè mé vijé rêt tin, pegur Papa glêwê ket, vijé rêt tin (a)wêjo huchel, mè oo ! Oo ! Neuhé lârèn oo ! de gazek.

    Mais il fallait que je... Puisque Papa n'entendait pas, il fallait que je crie parfois. Hoo ! Hoo ! Alors je disais hoo ! À la jument.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze e vije ret lakat anezhe en o sav, betek-gouzout e rafe glav.

    A neuhé vijé rét lake nè ’n o za, bétégout rafé glaw.

    Et alors il fallait les mettre debout, au cas où il pleuvrait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh laezh a roen d'ar reoù vihan, met bepred e vije ret reiñ maiz dezhe ha e vije ret netaat...

    O lêz roèn de réw vien, mè boped vijé rét rèi mais tè, a vijé rét nétaat…

    Oh, je donnais du lait aux petits [veaux], mais en tout cas il fallait leur donner du maïs et il fallait nettoyer...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, ne rin ket anezhañ deus beure an deiz a-raok. E vo ret din gortoz goude merenn kazi d'ober.

    Ya, rin ke néañ deus beuré ’n dé rok. Vo rêt tin gotoz goudé mèrn karjé d’or.

    Oui, je ne le ferai pas la veille au matin. Il faudra presque que j'attende l'après-midi pour le faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah ya, ret e vo dit reiñ ar recette-se din avat. Met 'teus ket anezhi en ez penn.

    A ya réd vo dit rèiñ recette-sé din ha. Mé teus ke nèi nez pènn.

    Ah oui, il faudra que tu me donne cette recette. Mais tu ne l'as pas en tête.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ar pezh a oa startañ du-mañ eo e oa tout ar parkoù pell deus ar gêr, pa vije d'ober kaout ar saout er-maez. 2. E vije ret mont war an hent diouzhtu.

    1. Péz oa startañ du-mañ ’h è oa toud parko pèll deuz gêr, pé vijé d’or kawt zowt mês. 2. Vijé rét mon war ’n èn dustu.

    Ce qui était difficile chez nous, c'est que les champs étaient tous loin de la maison, quand il fallait sortir les vaches. 2. On était tout de suite sur la route.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ret e vo ledanaat an norejoù c'hoazh !

    [ʁɛt vo leˈdɑ̃nɑːd noˈʁeːʒo hwɑs]

    Il faudra encore élargir les portes !

    [humoristique, dit suite au fait qu'une petite à la démarche mal assurée ait buté contre le cadre, malgré le fait que les portes eurent déjà été élargies]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !

    [se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]

    Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ret din mont da gerc'hat hennezh dit c'hoazh

    [rɛ dĩ mɔ̃n 'gɛrhə hẽ̞:z dit hwɑs]

    il faut que j'aille te le chercher encore

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e oa dit gwelet !

    [rɛd wa did 'gwɛ:lət]

    il aurait fallut que tu vois !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket ret kouezhañ hañ

    [nɛ kə rɛt 'kweɑ̃ ɑ̃]

    il ne faut pas tomber hein

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 soniñ a rae, soniñ a rae, dek taol, ret din mont da welet

    [zɔ̃:n ə rɛ zɔ̃:n ə dek to:l rɛt tĩ mɔ̃n də wɛlt]

    il sonnait, il sonnait, dix coups, il fallait que j'aille voir [téléphone]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret din goût hañ ! met ya met... me eo ret din goût hañ, ma 'z eus *tu-se *du... tud du-se disadorn, n'out ket kat da dont disadorn

    [ʁɛd dĩn 'gu:d ɑ̃ - mɛ ja mɛ - me e̞ ʁɛt tĩn 'gu:d ɑ̃ - ma zœs 'ty:he dy tyd 'dy:he de'sɑ:dən - nu kə kad dɔ̃n de'sɑ:dən]

    il faut que je sache hein ! mais oui mais... il faut que je sache hein ! s'il y a des *gens... des gens chez toi samedi, tu ne peux pas venir samedi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket ret dit...

    [ne kə rɛt tit]

    tu n'es pas obligé...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret din mont da gerc'hat ma lunedoù

    [rɛt tĩ mɔ̃n də 'gɛrhɑd mə ly'ne:do]

    il faut que j'aille chercher mes lunettes

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 a soñj din eo ret gervel anezhañ

    [ʒɔ̃:s tĩ e̞ re̞d ’gɛrwəl neɑ̃]

    à mon avis il vaut mieux l'appeler

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo bezañ sot

    [rɛd ɛ 'beɑ̃: so:t]

    il faut être fou

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vez dezhi klask

    [rɛd ve dɛj klask]

    elle doit chercher

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ... vo ret dit chom gêr

    [vo rɛt tit ʃom ge̞:r]

    ... tu devras rester à la maison

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret eo goût hañ !

    [rɛd e gu:d ã]

    il faut savoir !

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha vo ret da Lucienne ober tout

    [a vo rɛt tə ly’sjɛn o:r tut]

    et il faudra que Lucienne fasse tout

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha 'h eo ret deoc'h dont amañ da gerc'hat boued d'ar gazeg ?

    [a hɛ rɛd dɑh dɔ̃n 'ɑ̃mɑ̃ də 'gɛrhəd bwe:d də 'gɑ:zək]

    et il faut que vous veniez ici chercher de la nourriture pour le cheval ?

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo dezhi klevet penaos eo bet

    [rɛd ɛ dɛj 'klɛwə pə'nõ:z ɛ bet]

    il lui faut entendre comme ça s'est passé

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret dac'h en em rañsegniñ hañ !

    [rɛd dah nɔ̃n rɑ̃'sɛɲĩ ɑ̃]

    il faut vous renseigner hein !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne vo ket ret dit mont re fonnus

    [vo kə rɛt tit mõn re 'võnys]

    il ne faut pas que tu ailles trop vite

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e veze dezhañ bezañ mezv ivez

    [rɛd 'viʒe 'deɑ̃ 'beɑ̃ mɛw ie]

    il fallait qu'il soit saoul, bourré [pour draguer les filles]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vez dezhi bezañ a-wezhioù ivez moarvat

    [rɛd ve dɛj 'beɑ̃ 'we:ʒo je ma'hat]

    il faut bien qu'elle le soit parfois aussi sans doute [méchante]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo goût ober

    [rɛd ɛ gu:d o:r]

    il faut savoir faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bern traoù e vez ret goût

    [bɛrn trɛw ve rɛ gu:d ɑ̃]

    il faut savoir plein de choses hein

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 traoù evel-se e vez ret goût ober

    [trɛw və'sɛ ve rɛd gu:d o:r]

    des choses comme ça il faut savoir les faire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo kaout c'hoant da deskiñ

    [rɛd ɛ kɑ:d hwɑ̃n də 'diski]

    il faut avoir envie d'apprendre

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret kaout unan bennaket d'ober

    [rɛt kɑ:d yn bə'nɑ:kət to:r]

    (il) en fallait un pour le faire

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 lâret a ran dit e vefe ret...

    [lɑ:r rɑ̃ dit vefe rɛt]

    je te dis qu'il faudrait ...

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vefe dit kaout unan da...

    [rɛd vefe dit kɑ:d yn də]

    il faudrait que tu en aies un qui...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ul loen vez ret dezhañ en em okupiñ dioutañ ivez kwa

    [ə lwɛ:n ve rɛd 'deɑ̃ nɔ̃n o'kypi dɔ̃ntɑ̃ 'ie kwa]

    un animal il faut aussi s'en occuper quoi

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo d'unan bennaket labourat hañ

    [rɛd ɛ dyn bə'nɑkəd la'bu:rəd ɑ̃]

    il faut bien que un travaille

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret e vez ober ul lodenn deus pep tra

    [rɛd ve 'o:bər ə 'lo:dən døs pop trɑ:]

    il faut faire la part des choses

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret eo ober gant an traoù evel e vezont

    [rɛd ɛ 'o:bər gɑ̃n trɛw wɛl vɛɲ]

    il faut faire avec les choses telles qu'elles sont

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret eo dit kaout un diksioner galleg

    [rɛd ɛ dit kɑ:d ndiksjo’nɛ:r ’gɑlɛk]

    il faut que tu aies un dictionnaire français

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ret eo dit bezañ fur !

    [rɛd ɛ dit 'beã vu:r]

    il faut que tu sois sage !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'h eo evit ho merenn, goude-merenn 'ra ket strikt, goude-merenn, ur wech e vije debret merenn eu... c'est bon ! met n'on ket aze diryaou hañ ! j'ai rendez-vous, deja 'meus preparet ma draoù, 'ma soñj... ret din merkañ, peotramant 'mez ket soñj, 'meus degaset... 'meus merket aze

    [he̞ wid o me̞ʁn - ˌguˑde’me̞ʁn ʁa kə stʁik - ˌguˑde’me̞ʁn - ə ’weʒ viʃe ’de̞:bə me̞ʁn ə ... - mɛ nɔ̃ kəd ’ɑhe̞ di’ʁi:o ɑ̃ - ... - de’ʒa møs pʁe’pɑ:ʁəd mə dʁɛw ma ’ʒɔ̃:ʒ - ʁe̞d dĩ ’me̞ʁkɑ̃ - pə’dɑ̃m me kə ʒɔ̃:ʒ - møz ’dje̞sə - møz ’me̞ʁkəd ’ɑhe̞]

    c'est pour votre déjeuner, l'après-midi ça n'est pas grave, l'après-midi, une fois que le déjeuner serait mangé euh... c'est bon ! mais je ne suis pas là jeudi hein ! j'ai rendez-vous, j'ai déjà préparé mes affaires, j'avais pens... il faut que je marque, sinon je ne me souviens pas, j'ai ramené... j'ai marqué là

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

devoir

  • 👂 🔗 An hini 'neus ket c'hoant da vezañ re bourdet gante e vez ret dezhañ ober kement all, kement bemdez ha kement...

    Ni neus ke hoan te véañ ré bou(r)det gantè vé rét téañ or kémènd all, kémèn bañwdé a kémèn...

    Celui qui ne veut pas être débordé à cause d'eux, il faut qu'il en fasse autant chaque jour.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Nann, ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen d'ober. Se 'na respontet din. Ma gomañsan ober e vo ret din derc'hen goude.

    Nann, ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn d'or. Zé na rèspontet tin. Ma gomañsañ or vo rét tin dèrhèn goudé.

    Non, si je commence à le faire, je devrai continuer. C'est ce qu'il m'avait répondu. Si je commence à le faire, je devrai continuer ensuite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Betek daouzek vloaz e oan e-barzh skol Trezelan, aze 'ma bet ma certificat d'étude, peogwir, pa... e oa ret d'an nen chom aze betek an oad-se e-barzh ar skol-se, voilà, ken vije ar certificat d'étude, ha goude neuze e oan aet e-barzh ar Gouent, e-barzh Bear.

    Béték daouzêg la oan bah skol Trézélan, ahé ma bé me certificat d'étude, pegur pé... oa rét 't nén chom ahé béték noat-sé, ba skol-zé, voilà, kén vijé certificat d'étude, a goudé neuhé oan èt bah Gouen, ban Béar.

    J'étais à l'école de Trézélan jusqu'à douze ans. J'y ai eu mon certificat d'étude, parce que... On devait y rester jusqu'à cet âge, dans cette école, voilà, jusqu'au certificat d'étude. Et après alors je suis allé au Bon Sauveur, à Bégard.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Na graet ar salle de traite, neuze e oa aezetoc'h din o c'horo neuze, neuze e oan e-barzh an toull o c'horo, ha neuze, ar saout a vije tro-ha-zro din, ha neuze, ne vije ket ret din plegañ da brañchañ anezhe quoi, se an hini eo an gwashañ. Se an hini a oa an gwashañ, plegañ da brañchañ anezhe.

    Na gwèt salle de traite, neuhé oa êsêtoh din horo neuhé, neuhé oan ba ’n toull horo, a neuhé, zowt vijé tro-a-zo din, a neuhé, vijé ke rét tin plégañ de brañchañ nè quoi, zé ni è ’n gwasañ. Zé ni oa ’n gwasañ, plégañ de brañchañ nè.

    Il avait fait la salle de traite, donc c'était plus facile pour moi de traire, j'étais dans le trou en train de traire, les vaches étaient tout autour de moi, et donc je n'avais pas besoin de me pencher pour les brancher, c'est ça le pire. C'était ça le pire, se pencher pour les brancher.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Ret eo gouzout pelec'h.

    [ʁɛd e̞̞ guːt plɛχ]

    Il faut savoir où [ça se trouve].

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 koulskoude n'eo ket diaes da euh... troc'hañ anezhe met ret eo dit euh... dirañsañ (?) anezhe, aze ma ne droc'hez ket nemet a-rez ar wezenn 'teus ezhomm da dennañ anezhi gant an trañch peotramant n'a ket deus an douar, ha neuze 'tez peoc'h, neuze an iliavenn ne sava ket war ar wezenn

    [kus’ku:de nɛ kə ’diɛs tə ə: ’trohə nɛ: mɛ rɛd ɛ did ə di’rɑsə nɛ: ’ɑe ma ’drohɛs kə mɛ ə rɛz ’weən tøz e:m da dɛn nɛj gɑ̃n ən tɾɛ̃jʃ pe’tɑ̃mɑ̃n nɑ kəd dez ən ’duar a ’nœe te pœh ’nœhe ni’ʎɛwən ’zɑ:va kəd war ’werən]

    pourtant ce n'est pas difficile de euh... les couper mais tu dois euh... les arracher (?), là si tu ne fais que les couper au ras du sol, il te faut les arracher avec la houe ou sinon elle ne part pas de la terre, et alors tu as la paix, alors le lierre ne monte pas sur l'arbre

    ???

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi