Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
glas
Stummioù :
vert
-
👂 🔗 glazañ an traoù, ma 'h eo an natur... glas an traoù 'h eo ar loar ac'h a da c'hlazañ anezhe, koulskoude an heol a ra ivez
['glɑ:zɑ̃ ntrɛw ma hɛ 'nɑtyr glɑ:z ə trɛw hɛ lwɑ:r ha də 'glɑ:zɑ̃ nɛ: kus'ku:de 'nɛwɔl ra ie ʒɔ̃s tĩ]
verdir les choses [la végétation], si la nature est... toute verte c'est la lune qui va les verdir, pourtant le soleil joue aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus dastumet anezhe glas ha ne oant nemet brein adarre
[møz das’tymə nɛ: glɑ:z a wɛɲ mɛ vrɛɲ ɑe]
je les ai ramassées vertes et elles n'étaient que pourries de nouveau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bezañ oa reoù avañset-kaer ha darn all glas evel-se
[be wa rew avɑ̃:sə kɛr a dɑrn ɑl wa glɑ:z vəse]
il y en avait certaines de très avancées et d'autres vertes comme ça
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 glas
[glɑ:s]
vert
Gant : Jerar Tili, ganet e 1947 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zo euh... ur ruzelenn-dour o tremen zo... 'h int glas, ma zo ur park hag ur c'hoad, eo glas ivez
[ma zo ə: ˌryzelən’du:ɾ ’dremɛn zo hiɲ glɑ:s ma zo pɑrg a hwɑt ɛ glɑ:z ’ije]
si euh... il y a un ruisseau qui passe, c'est bleu, s'il y a un champ ou un bois, c'est vert aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 glas
glaz
[glaz]
bleu, vert
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
bleu