Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

minabl

Gwelet an tem Abominabl !

Stummioù :

incroyable

  • 👂 🔗 se zo kaoz e oa en em gavet bern koad, bern koad a oa en em gavet aze, minapl, minapl, peogwir ni a veze o tic'harzhañ ar c'hleuz, e veze ur blantenn vihan euh... evel euh... evel ur blantenn graoñ pe ur blantenn... pe... ha goude ec'h arrie plantennoù klevez, kelvez, evel ur blantenn gistin ha neuze evel... evel ur blantenn chêne

    [zes ko wa nɔ̃n gɑ:d bɛrn kwɑt bɛrn kwad wa nɔ̃n ’gɑwəd ’ɑhe ’mi:nəp ’mi:nəp pə’gu:r nim viʃe ti’hɑrzɑ̃ hlœ̃: viʃe ’blɑ̃ntən ’viən ə wɛl ə wɛl ə ’blɑ̃ntən grɔw pe ’blɑ̃ntən pe a ’gu:de ’hɑjɛ plɑ̃n’teno ’kelve ’kelve wɛl ə ’blɑ̃ntən ’gistin a ’nœhe wɛl wɛl ə ’blɑ̃ntən ʃɛ:n]

    c'est pour ça que le nombre d'arbres avait augmenté, le nombre d'arbres avait augmenté là, incroyable, incroyable, puisque nous débroussaillions le talus, il y avait un petit plant euh... comme euh... comme un plant de noisetier ou un plant... ou... et après se développemaient des plants de noisetiers, noisetiers, comme un plant de châtaignier et alors comme... comme un plant de chêne

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

très

  • 👂 🔗 an deiz-a-herie, derc'hel menaj a goust ker-minapl

    [de: ’hɛje ’dɛrhɛl ’me:nəʃ gust ke:r ’minap]

    au jour d'aujourd'hui, exploiter une ferme coûte très cher

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kar honnezh zo trubuilhet-minapl

    [kar hɔ̃:s so try’byʎəd ’minəp]

    car elle est terriblement tracassée

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 divalav int minapl !

    [di’vɑ:lo hiɲ ’mi:nap]

    ils sont très chétifs [choux] !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ur plac'h jentil avat, minapl

    [plɑh ’ʃɛntil hɑt ’minap]

    une femme gentille, particulièrement

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 jentil int minapl

    [’ʒɛntil ɑɲ ’minap]

    ils sont extrêmement gentils

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 minapl 'neus koazhet

    [’mi:nab nøs ’kwɑ:hət]

    il a énormément maigri

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Tomm eo minapl.

    Tom è mineup.

    [tom ɛ minəp]

    Il fait terriblement chaud.

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Gwezhall e oa ur paotr kozh e-kerzh goañv ne bade ket gant ar riv 'barzh e wele. Hag e save da vont da droc'hañ lann dam da dommañ dezhañ. E wele a oa just e-fas da toull an nor, 'h arrie an avel yen gantañ. Arri trist ar jeu. Hennezh a oa tost-minapl.

    Gwéjal wa po koz kèrz gouan badé ket gan-n riou ba i wélé ha zavé de vont de drohan lan-n dan-m de doman déan. I wélé wa just vas de toul nor ayè nawel y-n gantan ayè trist jeu é wa tost mineup

    [gweʒal wa po koz kɛʁz guã bade køt gãn ʁiw ba i wele] [a zave də võn də dʁohã lãn dãm də domã deã] [i wele wa ʒyst vas də tul noʁ] [ajɛ nawəl jin gãtã] [ajɛ tʁist ʒə] [e wa tost minəp]

    Autrefois il y avait un vieux monsieur qui ne supportait pas le froid dans son lit et il se levait pour aller couper de l'ajonc pour se réchauffer Son lit était juste en face de l'entrée, le vent froid arrivait sur lui. c'était triste. Il était très radin

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

abominable

  • 👂 🔗 se zo minapl hañ ?

    [ze zo ’mi:nəb ɑ̃]

    c'est abominable hein [sévices à l'armée]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi