Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

dam da

afin

  • 👂 🔗 aze zo ur groc'honenn rou... rouz, hoñ... hoñ a veze lâret ur wae... ur waegenn diouti, e oas sañset da dennañ honnezh, met bremañ ne deu ket sell, dam dezhe da vezañ gwenn, oh ! ne oa ket ampoezon ma kerez met... met c'hwerv e veze

    [’ɑhe zo grɔ’hɔ̃:nən ɾu ɾu:s hɔ̃: hɔ̃: viʃe ’lɑ:rə wɛ ’wɛ:gən dɔ̃ti was ’sɑ̃sə də ’dɛnɑ̃ hɔ̃:z mɛ ’bœmɑ̃ da kə sɛl dɑ̃m dɛ də ve gwɛn o: wa kəd ɑ̃m’pwe:zɔ̃n me ’ke:rɛs mɛ mɛ hwɛɾw viʃe]

    là il y avait une peau mar... marron, elle... elle était appelée « fil... un filet », tu était sensé enlever celle-là mais maintenant elle ne vient pas regarde, afin qu'elle soit blanche, oh ! ce n'était pas du poison si tu veux, mais... mais c'était amer [chât

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ec'h aen da c'hoari tro ar parkeier da droc'hañ ar yeot diwar revr... diwar revr ar wezenn ordin, dam d'an iliav pas da vont d'ar brankoù na mann ebet, ha neuze e veze brankoù naet da divarrañ, 'tije ket iliav met xxx(?) war... war ar gwez aze euh... ne veze ket gwelet ur bod, e renk... e renkes divachañ, divachañ (?) an iliav-se a-raok... a-raok skeiñ da hach, ha goude e oarez pelec'h skeiñ da hach neuze

    [hɛn də hwɑj tɾo ə paɾ'kɛjɛɾ də 'drohəd ə jɛwt diwar ɾɛ:ɾ diwar ɾɛ:ɾ 'weən ɔr'di:n dɑ̃m də 'niʎɛw pas tə vɔ̃n də 'bɾɑ̃ŋko na mɑ̃n'bet a 'nœe viʃe 'brɑ̃ŋko nɛt də di'vɑrɑ̃ tiʃe kə 'iʎɛw mɛ avi ə rɛs waɾ war gwẽ: 'ɑhe ə viʃe kə 'gwɛ:lə bu:t 'rɛŋkə 'rɛŋkɛz di'vɑʃə di'vɑʃə 'niʎɛwze ɾog ɾok 'skɛĩ də hɑʃ a 'gu:de 'wɑ:rɛs pleh 'skɛĩ də hɑʃ 'nœhe]

    j'allais faire le tour des champs pour couper l'herbe au pied... au pied de l'arbre tout le temps, à cause du lierre pour qu'il n'aille pas jusqu'aux branches ni rien, et alors il y avait des branches nettes à couper, tu n'avais pas de lière mais xxx (?) sur... sur les arbres là euh... on ne voyait pas une branche, tu de... tu devais enlever (?), enlever le lierre-là avant... avant de frapper avec ta hache, et après tu sais où frapper avec ta hache alors

    ???

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

cause (à – de)

  • 👂 🔗 ya, « dam dit »... dam dit 'h on skuizh, dam dit eu... 'h on klañv, dam dit...

    [ja dɑ̃m dit - dɑ̃m dit hɔ̃ skwi:s - dɑ̃m dit ə hɔ̃ 'klɑ̃: - dɑ̃m dit]

    oui, « à cause de toi »... à cause de toi je suis fatigué, à cause de toi euh... je suis malade, à cause de toi...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 dam dit on skuizh

    [dɑ̃m dit hɔ̃ skwi:s]

    à cause de toi je suis fatiguée

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'en em direñjez ket dam din

    [nɔ̃n dirɛ̃'ʒɛs kəd dɑ̃m dĩ]

    ne te dérange pas à cause de moi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 soñjal a ra din n'out ket fachet dam da honnezh

    ['ʒɔ̃:ʒə ʁa dĩ nut kə 'vɑʃəd dɑ̃m də hɔ̃:s]

    j'espère que tu n'es pas fâché à cause d'elle

    traduction

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi