Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

kas

Stummioù :

emporter

  • 👂 🔗 Ya neuze e c'hallez degas un dra bennaket din da lakat anezhañ warnañ. Abalamour dit da gas da blad ganit d'ar gêr.

    Ya neuhé c’hallès diès ’n dra bennaket tin da lakat néañ warnañ. Bañw tit te gas de blat kenit te gêr.

    Oui alors tu peux m'apporter quelque chose pour mettre dessus. Pour que tu puisses ramener ton plat chez toi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Beñ, ma vije labouret e bord ar c'hleuz pe un dra bennaket, feiz, ma 'h arrue un tamm koad e-kichen, hennezh a gase anezhañ gantañ quoi,

    Beñ, ma vijé labouret bord hleñ pé ’n dra bénnaket, fé, ma ’h aie ’n tamm koad kichen, heñ gasé néañ gantañ quoi.

    Ben, si on travaillait près du talus ou quelque chose, ma foi, si un bout de bois arrivait à côté, lui il l'emmenait avec lui [le bout de bois s'accrochait].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 'teus ket nemet kas anezhañ ganit

    [tøs kə mɛ kɑs 'neɑ̃ gə'nit ha]

    tu n'as qu'à l'emporter avec toi

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kas ar peurrest ganit

    [kɑs 'pœrəst gənit]

    ramène le reste avec toi

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kas anezhañ ganit

    [kas 'neɑ̃ 'gɑ̃nit]

    emporte-le

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kas un tamm ganit !

    [kɑs tɑ̃m gɑ̃'nit]

    emportes-en !

    Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.

    Dastumer : Tangi

envoyer

  • 🔗 ha goude oa kaset da vreudeur bepred

    [a 'gu:de wa 'kasət tə 'vrœ:dər 'bopət]

    et après tes frères y étaient toujours envoyés

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oan ket kaset kuit da welet Maria

    [wɑ̃n kə 'kɑsət kwit də 'wɛ:ləd 'mɑja]

    je n'étais pas envoyée voir Maria

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa oan o labourat e vezen kaset partout

    [pe wɑ̃n la’bu:rəd viʒɛn ’kɑsə par’tut]

    quand je travaillais j'étais envoyé partout

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

emmener

  • 👂 🔗 O lakat ar c'hi da bisat emañ. O lakat ar c'hi da bisat emañ. O kas ar c'hi da bisat.

    Lake hi de biset mañ. Kas hi de biset.

    Il fait pisser son chien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ma kasez da baotr bihan da Vear d'ar skol e tremeni dirake

    [ma 'gɑsɛs tə bot 'pijən də 'vear də sko:l dre'me:ni dirakɛ:]

    si tu emmène ton petit garçon à Bear à l'école tu passeras devant [chez] eux

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

amener

  • 👂 🔗 Te a gaso hennezh ganit d'ar gêr da reiñ bep a damm d'ar reoù all goude.

    Té gaso heñs kenit te gèr da reiñ bop (a) damm de réoù all goudé.

    Tu l'emporteras avec toi à la maison pour donner un morceau à chacun des autres après.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Oh ya, kar an ed a vije ret kas anezhe d'ar solier, te a oar. An ed a vije ezhomm da gas anezhe e-barzh ar solier. Evel se ne raes ket se... ne oas ket kat d'ober se e-barzh ar park.

    O ya. Ka ’n éd vijé rét kas nè de zoier, té oar. ’N éd vijé émm de gas nè bah zoier. Vesé rès ke zé… Oas k’ kat t’or zé bah park.

    Oh oui, car il fallait amener le blé au grenier, tu sais. On devait amener le blé dans le grenier. Donc tu ne faisais pas... tu ne pouvais pas faire ça dans le champ.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Kar an ed a vije ret kas anezhe d'ar solier alies.

    Ka 'n éd vijé rét kas nè de zoier alies.

    Car il fallait amener le blé au grenier en général.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha n'eo ket a-walc'h goro. Kas al laezh en ti a vije d'ober goude peogwir an écrémeuse a oa e-barzh an ti.

    A n’ê ked wah goro. Kas lêz èn ti vijé d’or goudé pegur ’n écrémeuse oa ba ’n ti.

    Et ce n'est pas tout de traire. Il fallait ensuite apporter le lait dans la maison, parce que l'écrémeuse était dans la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

    Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

    Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Bremañ te a gas anezhi da Trezelan neuze.

    [ˈbɔmɑ̃ te gɑːs nɛj tʁeˈzelən nœː]

    Tu l'amènes à Trezelan maintenant alors.

    Bear

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ha goude person Trezel... 'na c'hoant person Trezelan da gas ar groaz deus Sant Norvez d'ar vered

    [a 'gu:de na hwɑ̃:n 'pɛrsɔ̃n tre'ze:lən də gɑs grwɑ:z døz zɑ̃n 'dɔrvɛ də də 've:ɾɛt]

    et après le curé de Trezelan avait voulu amener la croix de Sant Norvez au cimetière

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

apporter

  • 👂 🔗 Ma 'tez c'hoant da gas un tamm gachenn d'unan bennak e vi kat d'ober. Peogwir 'to da asied d'ober.

    Ma té c'hoan te gas tamm gachenn d'un bénnak vi kat t'or. Pugur to de asiet t'or.

    Si tu veux apporter un morceau de gâteau à quelqu'un, tu pourras le faire. Parce que tu auras ton assiette pour ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vije d'ober mont d'ar gare da gas patatez pe un dra bennak evel se, e vije ret din mont gantañ ordin. Peogwir ne glevje ket an otoioù oc'h arriout na mann ebet.

    Pé vijé d’or mon te gare de gas patates pé en dra benna vesé, vijé rét tin mon gantañ ordin. Pegur glèwché ket ’n otoio ’h aiet na mann bét.

    Quand il fallait aller à la gare apporter les pommes de terre, ou quelque chose comme ça, il fallait toujours que je l'accompagne. Parce qu'il n'aurait pas entendu les voitures arriver ni rien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.

    A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.

    Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Kas koad d'an ti, kas koad d'an ti, arri eo an amzer gri !

    [kas kwat də ti kas kwat də ti aj e̞̞ ˈnɑ̃mzəʁ gʁi]

    Amasses du bois, amasses du bois, le mauvais temps arrive !

    Paroles attribuées à sa mère originaire de Saint-Laurent née en 1917. Il sait que cette phrase est attribuée à un oiseau mais il n’est pas certain duquel il s’agit. La grive en est l’auteure. Giraudon 2000 p.55 (La grive)

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

conduire

  • 👂 🔗 Pa oan er gêr da bevarzek vloaz ne oa ket trakteur c'hoazh peogwir e vije kaset ar gazeg... 'meus soñj 'h ae an nen da dremen an hou da... war ar patatez.

    Pé oan gêr de barzek la oa ke trakteur hoas pegur vijé kaset gazek, meus choñj ’h ê ’n nên de drémen ’n ou de... war patates.

    Quand je suis restée à la maison à quatorze, il n'y avait pas encore de tracteur, puisqu'on conduisait la jument. Je me rappelle qu'on allait passer la houe sur les pommes de terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ne blije ket an trakteur dezhañ kement se. Peogwir alies pa 'nije d'ober mont d'arat e vije lavaret dimp kas an trakteur d'ar park ivez.

    Blijé ked 'n trakteur déañ kémé sé. Pegur alies pé nijé d'or mont d'aret vijé lât timp kas 'n trakteur de park ie.

    Il n'aimait pas tant que ça [conduire] le tracteur. Parce que souvent, quand il devait aller labourer, on nous disait de conduire le tracteur au champ.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 hag e kase ac'hanon eno d'evañ kafe

    [a 'gɑsɛ ɑ̃w 'e:no 'de:və 'kɑfe]

    et il me conduisait là-bas pour boire du café

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ma zad ha ma mamm a oa deut da gas ac'hanon d'ar gar

    [ma zɑ:d a ma vɑ̃m wa dœd də gɑz ’ɑ̃:nɔ̃ də gɑ:r]

    mon père et ma mère étaient venus m'accompagner à la gare

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

aboyer

  • 👂 🔗 kasadenn ar c'hi*... ar c'hi, pa 'no... pa 'no ar c'hwezh eu... darn anezhe zo... e vez lâret a vez tomm kwa, hag a gaso primoc'h kwa ha pa 'no ar c'hwezh neuze e gomañso evel e vez lâret kas war an tres, met bezañ zo reoù all ha na lâront mann ebet, neuze e harzho kwa, evel e vez lâre, met pa vez evel-se ne vez ket lâret harzhal, eo kas kwa

    [ka’sɑ:n ə hi:k hi: pe no pe no hwe:z ə dɑɹn nɛ: zo ve ’lɑ:ɹə ve to̞m kwa a ’gɑso ’pɾymɔh kwa a pe no hwe:z ’nœ:he go’mɑ̃so wɛl ve lɑ:t kɑs waɹ ntɾɛs mɛ be zo ɹew al na ’lɑ:ɹɑ̃ɲ mɑ̃n bet ’nœ:he ’hɑɹzo kwa wɛl ve lɑ:t mɛ pe ve və’se ve kə lɑ:ɹ ’hɑɹzal he̞ kɑs kwa]

    un aboiement de chien, quand il a... quand il a l'odeur euh... certains d'entre eux sont... comme on dit « chauds » quoi et ils mèneront plus vite quoi et quand il a l'odeur alors il commencera comme on dit à mener sur la piste, mais il y en a d'autres qui ne disent rien, alors il mène quoi comme on dit, mais quand c'est comme ça on ne dit pas « aboyer » quoi, c'est « mener »

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bezañ zo chas, evel e vez lâret, a dopent kwa, neuze e kasont un tamm mat a-raok, kalz anezhe a derc'h d'ober... d'ober... da wigourat ha da... met bezañ zo reoù ha na lâront mann ebet kazi ac'hann e vo... ac'hann e vo partiet

    [’be:ɑ̃ zo ʃɑ:s wɛl ve lɑ:t ’topɛɲ kwa ’nœ:he ’gɑsɛɲ tɑ̃’mɑd ɹo:k kɑlz nɛ: dɛɹx to̞:ɹ do̞:ɹ də wi’ʎu:ɹəd a də mɛ be zo ɹew ag ə ’lɑ:ɹɑ̃ɲ cət mɑ̃n bet ’kɑ:he hɑ̃n vo hɑ̃n vo paɹ’ti:ət]

    il y a des chiens, comme on dit, qui xxx (?) quoi, alors ils mènent bien trop tôt, beaucoup d'entre-eux continuent de faire... faire... de couiner et de... mais il y en a qui ne disent quasiment rien jusqu'à ce que... jusqu'à ce qu'ils soient partis [en poursuite]

    ???

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi