Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bloaz

Gwelet an temoù Lâred an oad ha Ar bloaz

Stummioù :

an

  • 👂 🔗 Ha evel se a-benn fin ar bloaz, neuze, gwir eo, ya, 'ma tremenet ma certificat peogwir ar certificat a vije tremenet da daouzek... da bevarzek vloaz .

    A vesé bènn fin bla, neuhe, gwir è, ya, ma tréménet me certificat, pegur certificat vijé tréménet te dowzek... de barzek la.

    Et comme ça, pour la fin de l'année, c'est vrai, j'avais passé mon certificat, parce que on passait son certificat à douze... à quatorze ans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz 'meump prenet anezhañ, met seulamant, heu, ar menaj ne oa ket libr ac'hann daou vloaz goude.

    A fé meum préne néañ, mè seulaman, eu, ménaj oa ke lip hann dow la goudé.

    Et nous l'avons achetée, mais la ferme n'était pas disponible avant deux ans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha evel se goude, pa oan arri du-hont feiz, e vamm a oa ganimp, pevar bloaz e oa bet ganimp

    A vesé goudé, pé oan ai du-hon, fé, i vamm oa genim, péwar bla oa bé genim.

    Et quand je suis arrivée là-bas, sa mère était avec nous. Elle a été quatre ans avec nous.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah beñ, da bemp bloaz, d'ar c'houlz-se neuze 'h ae an nen da bemp bloaz, n'ae ket a-raok.

    A beñ, de bèm pla, de houls-se neuhè hé 'n nén de bèm pla, n'è ke rok.

    Ah ben, à cinq ans. À cette époque, on allait à l'école à cinq ans, pas avant.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Heu, c'hwec'h vloaz ha daou-ugent.

    Eu... hwèh la a dow-ugen.

    Heu... Quarante-six ans.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Peogwir e oa eizh vloaz etrezomp, etre X ha me.

    [pə’gyːʁ wa ’ɛjz la ’tʁeõm – tʁe X a meː]

    Pace qu'il y avait huit ans entre nous, entre X et moi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E-barzh Trezelan, e-barzh ar skolioù bihan evel se e chomez betek daouzek vloaz. Ha goude daouzek vloaz neuze 'h ez pelloc'h, se an hini a oa. Se an hini a oa.

    Bah Trézélen, bah skolio bïen vesé chomès béték dowzek la. A goudé dowzek la neuhé hès pèlloh, zé ni oa. Zé ni oa.

    À Trézélan, dans les petites écoles comme ça,

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pevarzek vloaz. Pevarzek vloaz e oan chomet er gêr.

    Parzèg la. Parzèg la oan chome gêr.

    À quatorze ans. Je suis restée à la maison à quatorze ans.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Pa oa seitek vloaz 'ta lavaret din e oa marv. 2. Seitek vloaz apeupre ya. Seitek vloaz ya, pe evel se, ya.

    1. Pé oa sèitêg la ta lâret tin oa maro. 2. Sèitêg la apeuprè ya. Sèitêg la ya, pé vesé, ya.

    1. Tu m'as dit qu'il [son père] était mort quand il avait dix-sept ans. 2. Dix-sept ans environ oui.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Peogwir X a oa ganet en juin ha me 'ma bet triwec'h vloaz goude en août.

    [pəgyːʁ X wa ’gãːnət en juin a me ma bet tʁi’wɛh la ’gude en août]

    Parce que X était né en juin et moi j'avais eu dix-huit ans en août.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Pa no tri bloaz ?

    [pe no tʁi bla]

    Quand elle aura trois ans [elle ira à l'école] ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Peseurt bloaz ?

    [pəˈsœ blɑː]

    En quelle année ? [litt. « quelle année »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Daou vloaz a zo bihan hañ ? (oh ya) Memes daou vloaz hanter a zo bihan.

    [dow lɑː zo ˈbiən ɑ̃ ˈmɛmə dow lɑː ˈhɑ̃təʁ zo ˈbiən]

    Deux ans c'est petit [pour aller à l'école], hein ? Même à deux ans et demi c'est petit.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 bep nav bloaz a nav bloaz, a-benn neuze... a-benn neuze e veze bodoù evel-se warne

    [bob nɑv blɑ: nɑv blɑ: bɛn 'nœhe bɛn 'nœhe viʃe ɑj 'bu:ʒo vi'se warnɛ]

    tous les neuf ans, pour alors... pour alors il y avait des branches comme ça dessus

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 hag ar c'helvez a veze bep c'hwec'h vloaz

    [a 'helwe viʒe bop hwɛh lɑ:]

    et le noisetier c'était tous les six ans [qu'il était élagué]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Pevar-ugent vloaz neus ?

    [ˈpɛwaʁ ˈyge lɑː nə]

    Il a quatre-vingt ans ?

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Me ma c'hwec'h vloaz pa oan aet d'ar skol ha lâret a vez din gwelet a-walc'h eo warnon emezi ! se a lâr din !

    [me ma wɛχ la pe wɑ̃n ɛ də skoːl a lɑːʁ ve dĩː ˈgwɛlə wɑχ ve ˈwaʁnɔ̃ mɛj ze lɑːʁ dĩ]

    Moi j'avais six ans quand j'ai commençé l'école et elle dit que ça se voit sur moi ! elle me dit ça !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 E komañsamant ar miz-mañ eo 'nez bet daou vloaz.

    [komɑ̃’sɑmɑ̃n miːz mɑ̃ e̞ ne be ’dowla]

    Il a eu deux ans au début de ce mois-ci.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a oa bloaz a oamp antreet amañ neuze, antreet amañ e 55.

    [ze wa blɑː wɑ̃m ˈɑ̃tʁɛd ˈɑ̃mɑ̃ ˈnœe ˈɑ̃tʁɛd ˈɑ̃mɑ̃ sɛ̃kɑ̃tsɛ̃k]

    Ça c'est l'année ou nous sommes arrivé ici alors, [nous sommes] arrivé ici en 55.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 da vloaz

    [də vlɑ:]

    l'an prochain

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

année

  • 🔗 ne gana ket nemet 'ba ur c'houlz ar bloaz

    ['gɑ̃:na kəd mɛ ba huls ə blɑ:]

    elle ne chante que pendant une période de l'année [coucou]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar reoù gozh a lâre « evit ar bloaz e vo ur bloaz brav, sec'h ha ne vo ket avel »

    [rew'go:z lɑrɛ wid blɑ: vo blɑ: brɑw zeh a vo kəd 'ɑwəl]

    les anciens disaient « cette année il y aura une année belle, sèche et il n'y aura pas de vent » [quand les nids de pies étaient très hauts]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar bloaz a-raok e oa troc'het ar foenn aze hag e oa tri... daou, daou gozh ha neuze unan bihan o serriñ muloded

    [blɑ’rok wa ’trɔhə vwɛn ’ɑhe a wa tri dɔw dɔw go:z a ’nœe yn ’biən ’sɛj̃ mu’lo:dət]

    l'année d'avant on avait coupé le foin là et il y avait trois... deux... deux adultes et alors un petit [renards] en train d'attraper des mulots

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met goude a-benn ar bloaz war-lerc'h, lañsadennoù adarre, hag e voutent adarre

    [mɛ ’gu:de bɛn blɑ war’lɛrh ə lɑ̃sa’deno ə’dɑe a ’vutɛɲ ’dɑe]

    mais après l'année suivante, des pousses de nouveaux [branches ayant été coupées au ras], elles poussaient de nouveaux

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi