Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
daou-ugent
Stummioù :
quarante
-
👂 🔗 Heu, c'hwec'h vloaz ha daou-ugent.
Eu... hwèh la a dow-ugen.
Heu... Quarante-six ans.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 A-benn e oa arri la salle de traite, a-benn neuze 'meump daou-ugent saout da c'horo.
Bènn oa ai la salle de traite, bènn neuhé meum dow-ugen zowt te horo.
Quand la salle de traite est arrivée, on avait quarante vaches à traire.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Anfin, goude neuze e oa bet la salle de traite neuze, a-benn neuze 'ma arri daou-ugent, me 'meus soñj, ne oa ket fin c'hoazh, met...
Añfin, goudé neuhé oa bét la salle de traite neuhé, bènn neuhé ma ai dow-ugen, mé meus choñj, oa ke fin hoas, mèt…
Enfin, ensuite on a eu la salle de traite. Pour alors j'en avais quarante [vaches à traire], je me souviens, ce n'était pas encore fini mais...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Daou-ugent moc'h... daou-ugent krennard ma kerez da wellaat, 'meump plas da lakat kement se, ha neuze 'meump soñjet, ah 'h amp d'ober un esae, 'h amp da wellaat daou-ugent evel se, ha...
Dow-ugen moh… dow-ugen krènnart, ma kées, de wèllaat, meum plas de laket kémé sé, a neuhé meum joñjet, a, ’h am d’or ’n êsè, ’h am de wèllaat dow-ugen vesé, a…
Quarante porcs... Quarante jeunes porcs, si tu veux, à engraisser. Nous avions la place d'en mettre autant, et donc nous avons pensé : Ah, nous allons faire un essai, nous allons en engraisser quarante comme ça, et...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 An daou-ugent kentañ 'meump gounezet ervat, bien, ar reoù war-lerc'h, ac'hanta, ne oa ket gounezet kalz tra, ha neuze 'meump graet unan all c'hoazh, ha ar re-se bepred 'meump ket gounezet tamm ebet
’N dow-ugen kéntañ meum gonéet vat, bieñ, réw war-lèrh, hanta, oa ke gonéet kales tra, a neuhé meum gwè ’n all hoas, a ré-sé bopet, meum ke gonéet tamm bét.
Les quarante premiers [porcs], nous avons bien gagné, bien, les suivants, eh bien, nous n'avons pas gagné grand chose, et alors nous avons encore fait un essai, et ceux-là, nous n'avons rien gagné.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal