Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

soñj (kaout –)

rappeler (se –)

  • 👂 🔗 Ne 'meus ket soñj deus ma yaouankiz kement se.

    Meus ke joñch deus me yaouañkis kémé-se.

    Je ne me souviens pas tant que ça de ma jeunesse.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Me 'meus soñj da welet X oc'h arriout er gêr war e lieuz, pa oa bet o prenañ al lieuz e-barzh Bear.

    [me møs ’ʃõʃ tə ’weld X ’hajə ’ge̞:ʁ waʁ i liø:s pe wa be ’pʁe:nã liø:s ban ’beaʁ]

    Je me rappelle de voir X arriver à la maison sur sa lieuse, quand il avait été acheter une lieuse à Bégard.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha Maman a oa deut ganin, a oa deut da welet ac'hanon, ha e oamp aet da welet... 'meus ket soñj piv, e-barzh Bear aze

    A Maman oa deut kenin, oa deut te wéled añoñ, a oam èt te wélet... Meus ke joñj piw, ban Béar ahé.

    Et Maman m'avait accompagnée... Elle était venue me voir, et nous étions allées voir... je ne sais plus qui, à Bégard.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Allis Chalmer ya a oa e anv. Met ne 'meus ket soñj pet a gezeg sañset a rae.

    Allis Chalmer ya oa i hano. Mè meus ke joñj ped gézek sañse ré.

    Son nom [la marque du tracteur] c'était Alice Chalmer, oui. Mais je ne me souviens pas combien de chevaux il faisait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me 'ma lavaret, 'meus soñj, da Maman, me 'ma lavaret da Maman, 'ma ket c'hoant da chom e-barzh ar skol ken.

    Mé ma lât, meus choñch, de Maman, mé ma lât te Maman ma ke hoan te chom bah skol kén.

    Je me souviens que j'avais dit à Maman que je ne voulais plus rester à l'école.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met ur wezh e oamp bet e Gwengamp, o kas ne 'meus ket soñj pet kochon, eizh pe dek a gav din, met lavaret 'ma dezhañ : Aze deui ganin. Ya ya emezañ, ne laoskin ket ac'hanout da vont da-unan da Wengamp emezañ gant kargad ar seurt-se.

    Mèd er wêj oam bé Gwéniom, kas meus ke joñj pét kochon, èis pé dék, gaf tin, mè laat ma déañ : Ahé di genin. Ya ya, méañ, loskin ked añwt te von tehun de Wéniom méañ, gan kargat sort-sé.

    Mais une fois nous étions allés à Guingamp, pour amener je ne sais plus combien de cochons, huit ou dix, mais je lui avait dit : là tu viendras avec moi. Oui, qu'il dit, je ne te laisserai pas aller seule à Guingamp, avec un chargement de ce genre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 'meus ket soñj petra a stage an nen deus e lost

    [møs kə ʒɔ̃:ʒ pɾɑ 'stɑ:gɛ ne:n 'deɑ̃ døz i lost]

    je ne me souviens pas ce qu'on lui attachait à la queue [hanneton]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Te teus soñj hañ.

    [te tø ʒɔ̃ːz ɑ̃]

    Tu te rappels hein, tu te souviens.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 bremañ 'mo soñj eu... l'anniversaire, Herve, 'mije ket soñj james a-raok, tremen dek gwech sell ! « me n'onn ket pet gwech 'neus bet arri lâret din », le 18 février 'h eo, peogwir eu... Riagad zo le 18, evel-se e oaran, ha peogwir 'meus derc'het soñj deus an hini Riagad, 'h eo le 18, hag an hini eu... Herve, james 'meus gallet ober

    [ˈbœmɑ̃ mo ʒɔ̃ːʒ ə ... - hɛʁve - miˈʃe kə ˌʒɔ̃ːʒ ˈʒɑ̃məz ʁo̞k - ˈtʁemɛn ˈdek kweʃ sɛl - me ˈnɔ̃ kə ˈpetkweʃ nøz bed ɑj ˈlɑːʁət tĩ - ... he̞ - pəˈguːʁ ə - ʁiˈɑːgat so ... - viˌse̞ ˈwɑːʁɑ̃ - a pəˈguːʁ møz ˈdɛʁhɛd ʒɔ̃ːʒ dəz ˈniːni ʁiˈɑːgat he̞ ... - a ˈniːni ə ˈɛʁve - ˈʒɑ̃məz møz ˈgɑləd ˈo̞ːbəʁ]

    maintenant je me rappellerai euh... l'anniversaire, Hervé, je ne rappelais jamais avant, plus de dix fois tiens ! « moi je ne sais pas combien de fois il m'a dit », c'est le 18 février, puisque euh... Riagad est le 18, comme ça je sais, et puisque je me suis souvenu de celui de Riagad, c'est le 18, et celui de... Hervé, je n'ai jamais pu faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 soñj 'meus deus se, ya ya, soñj 'meus mat

    [ʒõ:ʒ møs døz ze ja ja ʒõ:ʒ møs mɑ:t]

    je me souviens de ça, oui oui, je me souviens bien

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 soñj 'meus deus se, ya, ya, soñj 'meus mat, ya, ya, ya

    [ʒõ:ʒ møs dəz ze - ja ja - ʒõ:ʒ møs mɑ:d - ja ja ja]

    je me souviens de ça, oui, oui, je me souviens bien, oui, oui, oui

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'mez ket soñj

    [me kə ʃɔ̃:ʒ ə]

    je ne me rappelle pas

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 o 'meus soñj da welet ac'hanoc'h ho-tri war an treuzoù

    [o mø ʒõs də wɛld ɑ̃h o’tri warn ’trœ:ʒo]

    oh je me rappelle vous voir tous les trois sur le seuil

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha 'meus soñj e oac'h tri eno en ho koaze war an treuzoù

    [a mø ʃõ:ʒ wah tri 'e:no no 'kwɑ:ze war 'ntrœ:ʒo]

    et je me souviens que vous étiez trois assis sur le seuil

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 diouzhit 'dije soñj a-raok

    ['diwit 'diʒe ʒõ:z ro:k]

    elle se souvenait de toi avant

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ 'no ket soñj da lâret d'e vamm petra 'to lâret dezhañ

    [ẽ: no kə ʒõ:s tə 'lɑ:rət ti vãm pra to 'lɑ:rət 'teã]

    il ne se rappellera pas de rapporter, de dire à sa mère ce que tu lui auras dit

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 koulskoude 'mez soñj ordin

    [kus'ku:de me ʒɔ̃:s 'ɔrdin]

    pourtant je me souviens tout le temps

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ret vo din kaout soñj

    [rɛd vo dĩ kɑ:d ʒɔ̃:ʒ]

    il faudra que je me rappelle

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se 'meus ket soñj kaer, la déportation, un tamm a oa ouvezemp se kwa

    [ze møs kə ʒɔ̃:ʃ kɛ:ɹ - ... - tɑ̃m ə wa u've:ɛm ze kwa]

    de ça je ne me souviens pas trop, la déportation, nous le savions depuis un moment

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket soñj kement-se da welet erc'h

    [møs kə ʒɔ̃:ʃ keme'se 'wɛ:ləd ɛrh]

    je ne me souviens pas avoir vu de la neige

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket soñj da welet ar paotr bihan

    [møs kə ʒɔ̃:s tə 'wɛlə pot'piən]

    je ne me souviens plus de voir le petit garçon

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'mez ket soñj

    [me kə ʒɔ̃:s]

    je ne me souviens plus [habituellement]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket soñj da welet hini ebet kollet 'ba ar stumm-se

    [møs kə ʒɔ̃ʃ tə wɛld 'hini bet 'kɔlət ba 'stymze]

    je ne me souviens pas en avoir vu aucun être perdu [désorienté] de cette façon-là

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket soñj da welet tud kozh...

    [møs kə ʒɔ̃:ʃ tə 'wɛ:lət tyt ko:z]

    je ne me rappelle pas avoir vu des personnes âgées...

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 soñj 'meus da welet anezhañ hañ

    [ʒɔ̃:ʒ møs tə wɛl 'neɑ̃ ɑ̃]

    je me souviens le voir

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eñ 'na ket soñj diouzhin kaer

    [hẽ: na kə ʒɔ̃:ʒ diwĩ kɛ:r]

    il ne se rappelait pas trop de moi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 soñj 'meus da welet...

    [ʒɔ̃:ʒ møs tə 'wɛld]

    je me souviens de voir...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus soñj da welet ober hañ

    [me məs ʃɔ̃:ʒ də wɛld o:r ɑ̃]

    je me souviens avoir vu faire

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus soñj da welet se

    [me møs ʃɔ̃:ʃ tə 'wɛ:lə ze]

    je me souviens de voir ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an hini koshañ 'meus soñj diouti ervat 'h eo ma mamm-gozh

    [n:i 'kosɑ̃ møs ʃɔ̃:ʒ dɔ̃nti vɑ:d hɛ mə vɑ̃m'go:s]

    le plus ancien dont je me souvienne parfaitement est ma grand-mère

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me 'meus soñj dioutañ ervat

    [me møs ʃɔ̃:ʒ djɔ̃tɑ̃ vɑ:t]

    je me souviens très bien de lui

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 evel-se, 'mije ket soñj 'ba se

    [və'se miʒe kə ʒɔ̃:ʒ bar ze]

    comme ça, je ne pensais pas à ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 soñj 'tevo ?

    [ʒɔ̃:ʃ tevo]

    tu t'en souviendras ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ma 'meus soñj mat

    [ma møz ʒɔ̃:s mɑ:t]

    si je me souviens bien

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha 'nez ket soñj... 'mez ket soñj da reiñ anezhañ dezhi ivez

    [a ne kə ʒɔ̃:ʒ me kə ʒɔ̃:ʒ də ʁɛĩ neɑ̃ dɛj ie]

    et elle ne se rappelle pas... je ne me rappelle pas de le lui donner non plus

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 te 'tez soñj, me 'mez ket soñj deus tout an traoù

    [te te ʒɔ̃:s me me kə ʒõs dəs tun trɛw]

    toi tu te souviens, moi je ne me souviens pas de tout

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 daon ! eu... gant an Amerikaned kwa, ya, ya, ya, ya, eu... gortoz 'ta ! 'ba pe... un tamm parrouz bihan aze e oan, e-kichen eu... ur bourk bihan 'meus ket soñj deus e anv met eu... egile a oa Salhmünster, e Salhmünster... e oan... e oan bet liberet ya

    [dɑ̃w ə: - gɑ̃n naˌmeɹikɑ̃:nət kwa - ja ja - ja ja - ə ’gɔto̞s ta - bah pə tɑ̃m ’pɑɹuz ’bi:ən ’ɑhɛ wɑ̃n - ’kiʃən ə - buɹg ’bi:ən møs kə ʒɔ̃:ʃ təz i ’hɑ̃:no mɛd ə - e’gile wa ... - wɑ̃n wɑ̃n bed li’be:ɹəd ja]

    damnation ! euh... avec les Américains quoi, oui, oui, oui, oui, euh... attends un peu ! dans quel... j'étais dans une petite commune là, à côté de... un petit bourg dont je ne me souviens plus du nom mais euh... l'autre c'était Salhmünster, à Salhmünster que j'étais... j'étais libéré, oui

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

souvenir (se –)

  • 🔗 dre amañ 'meus ket soñj da welet moustiked gwezh ebet

    [dre 'ɑ̃mɑ̃ møs kə ʒɔ̃:ʒ də 'wɛ:lə mus'ti:kəd gwe:ʒe'bet]

    par ici je ne me souviens pas d'avoir jamais vu des moustiques

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar reoù gozh aze, me 'meus soñj, a soagne an dud gant plantoù

    [rew go:z ɑɛ me møs ʃɔ̃:ʒ 'swɑɲɛ ndyt gɑ̃n 'plɑ̃nʃo]

    les anciens là, je me souviens, soignaient les gens avec des plantes

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Garan a mo muioc'h soñj diontañ.

    [ˈgaʁɑ̃n mo myχ ʒɔ̃ːs ˈdɔ̃tɑ̃]

    Garan je m'en souviendrai mieux.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien