Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
kavout (en em g–)
produire (se –)
-
👂 🔗 pa en em gave tan
[pa nɔ̃n 'gɑ:vɛ tɑ̃:n]
quand un incendie survenait
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa en em gave bec'h bras, neuze... neuze e deue ar jañdarmed
[pe nɔ̃n ’gɑ:vɛ beh bɾɑ:z ’nœe ’nœe dɛ ʒɑ̃’dɑrmət kwa]
quand une grosse altercation se produisait, alors... alors les gendarmes venaient quoi
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar gouel en em gave just gant komañsamant ar skol
[gwe:l nɔ̃n 'gɑ:vɛ ʒyst kɑ̃n ˌkomɑ̃'sɑmɑ̃n sko:l]
la fête se retrouvait juste au moment où l'école commençait [la rentrée scolaire]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha n'onn ket dre benaos e oa en em gavet se
[a nɔ̃ kə dʁe bə'no̞ wa nɔ̃n gɑ:t se]
et je ne sais pas comment ça c'était produit
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar memes tra a oa en em gavet ganin ivez
[mos'tra: wa nɔ̃n gɑ:d gənĩ 'ije]
il m'était arrivé la même chose aussi
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi