Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mont er-maez

sortir

  • 👂 🔗 Hopla, oh, an hanter anezhañ zo aet er-maez.

    Opla, o, 'n anter néañ zo èt mês.

    Hopla, oh, la moitié est sortie [s'est renversé].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 aet eo er-maez an ti

    [ɛd ɛ me̞:z ən ti:]

    elle est sortie de la maison

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'an ket er-maez an ti

    [nɑ̃ kə me̞:s ti]

    je ne sors pas de la maison

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'aen ket bemnoz er-maez hein, met alies 'h aen

    [nɛn kə 'bomnɔ̃:z me̞:z ɛ̃ mɛ a’liɛz hɛn]

    je n'allais pas toutes les nuits hein, mais j'allais souvent

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 toujust e oan aet er-maez ar porzh ha me o welet...

    [ty'ʒyz wɑ̃n ɛd me̞:s pɔʁz a me wɛ:lət]

    je venais tout juste de sortir de la cour et moi de voir...

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

disparaître

  • 👂 🔗 se zo aet tout er-maez paotr-kaezh

    [ze zo ɛt tud me̞:s pot'kɛ:s]

    tout ça a disparu [litt. est sorti, pratiques religieuses] mon vieux

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 se zo aet er-maez deus ar jeuioù pell zo kar re dañjerus e oa

    [ze zo ɛd me̞:z dəz ə 'ʒœjo pɛl zo kaʁ ʁe dɛ̃'ʒy:ʁyz wa]

    ça ne fait plus partie des jeux depuis longtemps car c'était trop dangereux [jouer avec un tison]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aet eo ar c'hiz-se er-maez

    [ɛd ɛ hi:s se me̞:s]

    cette mode-là a disparu

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha goude e oa aet ar jeu-se er-maez

    [a 'gu:de wa ɛd 'ʒœ:ze me̞:s]

    et après cette pratique avait disparue [écrémer à la ferme]

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi