Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

peurdorriñ

casser complètement

  • 🔗 ha ma peurdorr anezhañ vo ret dezhañ prenañ unan all

    [a ma 'bɛrdɔr 'neã 'bremã vo rɛt 'teã 'pre:nã ən al]

    et s'il finit de le casser, s'il le casse complètement, il devra en acheter un autre

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 kae da welet hag-eñ 'neus ket peurdorret anezhañ

    [kɛs tə 'wɛ:lɛd gẽ: nøs kə pɛr'dɔrəd neɑ̃]

    va voir s'il ne l'a pas complètement cassée

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi