Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

nes

proche

  • 👂 🔗 me a oa an nesañ dezhe

    [me wa 'nesɑ̃ dɛ:]

    j'étais le plus proche d'eux [géographiquement]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an ti nesañ e-tal an iliz

    [nti: 'nesã tal 'ni:lis]

    la maison la plus proche à côté de l'église

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 un tamm hotel vihan evel 'ba Bodlezan aze 'ba ar c'hafe kwa hein, an hini a veze an nesañ d'ar menaj

    [tɑ̃m ˌo̞tɛl 'viən wɛl bah nbo̞'le:ən 'ɑhe bah 'kɑfe kwa ɛ̃ 'n:i viʒe 'nesɑ̃ də 'menɑʃ kwa]

    un petit hôtel, comme à Bodlezan là au café quoi hein, celui qui était le plus proche de la ferme

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an ti nesañ

    [nti: 'nesɑ̃]

    la maison la plus proche

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha nesoc'h ivez

    [a 'nesɔh 'ijə]

    et plus près aussi

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an hini nesañ

    [n:i 'nesɑ̃]

    le plus proche

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 reoù an ti nesañ dezhañ zo bet

    [rew ti 'nesɑ̃ deɑ̃ zo bet]

    ceux de la maison la plus proche de lui sont allés

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar gegin 'ba 'r penn nesañ d'an hent

    [’gi:gin bah pɛn ’nesɑ̃ də nɛn]

    la cuisine dans la partie la plus proche de la route

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 penn nesañ an hent

    [pɛn ’nesɑ̃ nɛn]

    le bout [de la maison] le plus près de la route

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Met an hini vihan, an hini ec'h eo krog-hi enni aze ha c'hoazh e welez ur varrenn vihan wenn war he fenn aze, fas d'an nor, an nesañ tu-mañ amañ.

    [mɛ ni’viːən ’niː he̞ kʁok ’hi ’nɛni ’ahe – a hwas ’weːlɛz ˌvaʁən ˌviən ’wɛn waʁ i ’vɛn ’ahe – vastə’noːʁ ’ne̞sã ’tumã ’ãmã]

    Mais la petite [jument], celle qu'elle tient [par la bride], et encore tu vois une petite barre blanche sur sa tête, en face de la maison, le plus proche de ce côté-ci.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 an ti nesañ d'e vamm

    [ti 'nesɑ̃ di vɑ̃m]

    la maison la plus proche de sa mère

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 met ar reoù a oa nesoc'h

    [mɛ ʁew wa 'nesɔx]

    mais ceux qui étaient plus proches

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi