Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
tu (en – all)
côté (de l'autre –)
-
👂 🔗 bern chas 'ba an ti all aze
[bɛrn ʃas ban ti: al ’ahe]
beaucoup de chiens de l'autre côté là [voisins]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a oa o vont d'an tu all neuze ya
[wa võn dən ty’al 'nœe jɑ]
il allait de l'autre côté alors oui [voiture]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en tu all d'an hent ivez
['ntyal də 'nɛn 'ije]
de l'autre côté de la route aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 amañ en tu all d'an hent
['ãmã ty al də nɛn]
ici de l'autre côté du chemin
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a lak anezhe en tu all
[me lɑk nɛ: nty: al]
je les mets de l'autre côté
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba 'r tu all da Brad du-hont
[bah 'ty: al də prɑt 'tyɔ̃n]
de l'autre côté de Prad là-bas
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba 'n ti zo en tu all
[ban ti: zo 'nty ɑl 'ɑhɛ]
dans la maison qui est de l'autre côté
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en tu all d'an hent aze, tout oa dezhañ
[ty ɑl nɛn 'ɑhe tud wa 'deɑ̃]
de l'autre côté de la route là, tout était à lui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en tu all da di Lagadou
[ty'ɑl də di la'gɑ:du]
de l'autre côté de chez Lagadou
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e tu all an hent e oa
[ty al nɛn wa]
c'était de l'autre côté de la route
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 peogwir emañ en tu all d'an ale voulloù
[py'gy:r mɑ̃ ty ɑl də 'nɑ:le 'vulo]
puisqu'elle est de l'autre côté de l'allée de boules
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm bihan en tu all da Blistin aze
[tɑ̃m 'biən ty ɑl də 'blistin 'ɑhe]
un peu de l'autre côté de Plistin là
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ba 'n ti zo en tu all, e fas d'an toull-karr amañ
[ban ti: zo nty ɑl vɑs tə tul'kɑr ɑ̃mɑ̃]
dans la maison qui est de l'autre côté, en face de l'entrée [de l'allée] ici
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aet eo en tu all
[ɛd ɛ nty ɑl]
il est allé de l'autre côté
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar jardin zo en tu all d'an hent
[a ʒɑjn zo ty ɑl də nɛn]
et le jardin est de l'autre côté de la route
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 geo, war an tu-se zo muioc'h brezhoneg, en tu all amañ n'eus ket, tu Gwengamp hag evel-se n'eus ket brezhoneg kwa
[ge̞ waʁ ’ty:ze zo ’my:ɔh bʁe̞’zɔ̃:nək - ty’ɑl ’ɑ̃mɑ̃ ’nøskət - ty ’gwɛngãm a və’se nøs kə bʁe̞’zɔ̃:nək kwa]
si, vers ce côté-là il y a plus de breton, de l'autre côté ici il n'y a pas, du côté de Gwengamp il n'y a pas de breton quoi
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gouvezout a rez pelec'h e oa Gorju gwechall ? bouchiri ? met eu... eu... eu... ar maeri ha goude e oa Gorju, ha goude emañ an ti-se, ha 'ba... zo... zo ur genre de ti bihan, met tout int stag, tout ha tout, ur rigenn ti zo stag-tout, met aze emañ Yvonne Bihan, ha gouvezout a rez ? ha 'h eo en tu all emañ, goude, goude 'ba an ti all emañ-hoñ, parce que Yvonne zo aze
[ˈguːve ə ʁe̞s ˈple̞χ wa ˈgɔʁʒy gweˈʒɑl - buˈʃiːʁi - mɛ ə ə ə - ə ˈmɛːʁi a ˈguːde wa ˈgɔʁʒy - a ˈguːde mɑ̃ ˈtiː ze - a ba zo zo ʒɑ̃ʁ də ti ˈbiːən - mɛ tut hiɲ stɑːk - tut a tut - ə ˌʁijən ˈtiː zo ˈstɑːk tut - mɛ ˈɑhe̞ mɑ̃ ... - a ˈguːve ə ʁe̞s - a he̞ ˌnty ˈɑl mɑ̃ - ˈguːde ˈguːde ban ti ˈɑl mɑ̃ hɔ̃ pask iˈvɔn zo ˈɑhe̞]
tu sais où était Gorju autrefois ? boucherie ? mais euh... euh... euh... la mairie et après c'était Gorju, et après il y a cette maison-là, et dans... il y a... il y a un genre de petite maison, mais elles sont toutes collées, toutes, il y a une rangée de maisons toutes collées, mais Yvonne Bihan est là, est-ce que tu sais ? et c'est de l'autre côté qu'elle est, après, après dans l'autre maison qu'elle est, parce que Yvonne est là
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
côté (d'un autre –)
-
👂 🔗 en tu all e plij din bezañ er-maez
[nty'ɑl bli:ʒ dĩ 'beɑ̃ me̞:s]
d'un autre côté j'aime bien être dehors
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi