Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
neblec'h ebet
nulle part
-
👂 🔗 ha n'on ket bet eu... gweche ebet eu... 'meus ket bet boujet gwech ebet deus aze, a nann, nann, nann... n'on ket bet na 'ba xxx ( ?) aze... neblec'h ebet, an hent-houarn kwa
[a nɔ̃ kə bed ə gweʒe'bed ə - møs kə be 'bu:ʒə gweʒe'bed dəz 'ɑhɛ - a nɑ̃nɑ̃nɑ̃n 'ɑhɛ - nɔ̃ kə bet na ba ? 'ɑhɛ - ni'ble̞h e'bed ə - nɛn 'hu:aɹn kwa]
et je n'ai été euh... nulle part euh... je n'ai jamais bougé de là, non, non, non... je n'ai pas été ni à xxx ( ?) là, nulle part, le chemin de fer quoi
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 neblec'h ebet
[niˈble̞h ebet]
nulle part
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'on bet neblec'h ebet
[me nõn bet ni'ble̞h e'bet]
je ne suis allée nulle part
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neblec'h ebet ne oan bet dec'h
[ne’ble̞h e’bet wɑ̃n be deh]
je n'ai été nulle part hier
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'mamp ket kavet anezhañ neblec'h ebet
[mɑ̃m kə kɑ:d 'neɑ̃ ni'ble̞h e'bet]
nous ne l'avions trouvé nulle part
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'emaint ket neblec'h ebet
[mɛɲ cə bleh bet]
elles ne sont nulle part
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze n'int ket kat da vont neblec'h a-hend-all ebet ivez kwa, met bepred e reont moaien da goach, n'onn ket da belec'h ec'h eont
['ɑ:he nœɲ cə kɑt tə vɔ̃n nible̞h hɛn'dal bed ie kwa mɛ 'bopə ʁɛɲ 'mojən gwɑʃ nɔ̃ kə də ble̞h hɑ̃ɲ a pə'nɔ̃:s]
là elles ne sont pas capables d'aller nulle part autrement non plus quoi, mais toujours est-il qu'elles trouvent le moyen de se cacher, je ne sais pas où elles vont [souris]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! ken enervet e oan ! ken skuizh e oan ! oh la la ! hastañ buan mont da gerc'hat Edern, e oa poent mont da gerc'hat Edern, ha hastañ buan de... hastañ buan debriñ merenn ha hastañ buan mont war-raok, ha... hag a-raok mont da Lannuon 'ma c'hoant e vije sellet eu... eu... la lampe 'ba la salle de bain, eu... da welet petra a vije prenet, oh ! 'ma ket c'hoant da vont neblec'h ebet ganti hañ !
[o - ken eˈnɛʁvə wɑ̃n - ˈken skwiz wɑ̃n - o la la - ˈhɑstə ˈbyːən mɔ̃n də ˈgɛhəd eˈdɛʁn - wa pwe̞n mɔ̃n də ˈgɛhə eˈdɛʁn - a hazˈbyːən di - haz ˈbyːən ˈdiːbĩ ˈme̞ʁn a haz ˈbyːən mɔ̃n waˈʁo̞k - a a ʁo̞g mɔ̃n tə lɑ̃ˈnyːən - me ma hwɑ̃n ˈviʃe ˈzɛlət ə ə ... bah ... - ə də we̞l pʁa ˈviʃe ˈpʁeːnət - o - ma kə hwɑ̃n də vɔ̃n ˈble̞h eˌbe ˈgɑ̃nti ɑ̃]
oh ! j'étais tellement énervée ! j'étais tellement fatiguée ! oh là là ! se dépêcher d'aller chercher Edern, il était temps d'aller chercher Edern, et se dépêcher de déj... se dépêcher de prendre le déjeuner et se dépêcher de partir, et... et avant d'aller à Lannuon je voulais qu'on regarde euh... la lampe dans la salle de bain, euh... pour voir ce qu'on allait acheter, oh ! je n'avais envie d'aller nulle part avec elle hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un dra bennak zo bet 'ba en Kawan aze xxx ( ?), james 'vez gwelet ken e anv, neblec'h ebet, neblec'h ebet, n'eus ket eu... a-raok e vije e anv alies, hag e boltred ivez, bremañ 'vez ket ken
[ən ˌdʁaməˈnɑk so bed ban ˈkɑwɑ̃n ˈɑhe̞ ? - ˈʒɑ̃məz ve ˈgwe̞ːlə ken i ˈhɑ̃ːno - ˈble̞x eˌbet - ˈble̞x eˌbet - ˈnøs kət ə - ʁo̞g ˈviʃe i ˈhɑ̃ːno aˈliːɛs - a i ˈbɔltʁəd ˈie - ˈbœmɑ̃ ˈve kə ken]
il y a eu quelque chose à Kawan là xxx ( ?), on ne voit plus jamais son nom, nulle part, nulle part, il n'y a pas euh... avant on voyait souvent son nom, et sa photo aussi, maintenant il n'y a plus
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi