Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

[reprise du verbe]

si

  • 👂 🔗 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.

    1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.

    1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ah nann, ar re-se ne vijent ket pa vije ed da droc'hañ. Bijent avat.

    A nann, ré-zé vijènt ket pé vijé ét te drohañ. Bijènt hat.

    Ah non, il n'y avait pas de ceux-là quand il y avait du blé à faucher. Si alors.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Anfin, n'eus ket mann ebet e-barzh, geus avat, dour, peogwir 'h a dour e-barzh, sur a-walc'h moarvat e gle bezañ e-barzh bepred met anfin, heu...

    Añfin, n'eus ke mann bét bars, geus hat, dour, pegur 'h a dour bars, zur wah mahat glé béañ bars bopet mèd añfin, eu…

    Enfin, il n'y a rien dedans, si, de l'eau, puisque l'eau rentre, il doit bien y en avoir dedans, mais enfin...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ya met 'neaint ket ur machin da c'horo gant podoù dija a-benn neuze ? 2. Ah geo. Geo geo. 1. Ne 'meus ket soñj. 2. A-benn neuze e oa ur machin da c'horo gant podoù. Boa.

    1. Ya, mè néaint ked machin de horo gan poujo déjà bènn neuhé ? 2. A gè. Gè gè. 1. Meus ke joñch. 2. Bènn neuhé oa machin de horo gan poujo. Boa.

    Oui, mais ils n'avaient pas déjà une machine de traite avec des pots pour alors ? 2. Ah si. 1. Je ne sais plus; 2. Pour alors il y avait une machine de traite avec des pots. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 (R. : Bier ne oa ket ?) Oh boa sur a-walc'h. Ha gwin... Gwin, gwin... Chistr marteze a oa ivez, ya.

    O boa, zur (a)wah. A gwin… Gwin, gwin… Jist matéé oa ie, ya.

    (R. : Il n'y avait pas de bière ?) Oh si, sûrement. Et du vin... Il y avait peut-être aussi du cidre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Memestra X, n'eo ket posupl. Ne glevez ket ac'hanon, daon gran avat emezañ, me a glev ac'hanout mat.

    Mostra X, n’è ke posup. Glêwes ked añoñ. Dañwn grañ ha méañ, mé glèw hanout mat.

    Quand même X, ce n'est pas possible. Tu ne m'entends pas. Si alors, qu'il dit, je t'entends bien.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bije. Graet e vije... Laket e vije... spilhoù a vije lavaret dionte. Met ne vije ket spilhoù bepred kar ur spilhenn a vije moan e veg quoi, met...

    [’biʒe – ’gwɛt viʒe – ’lake viʒe – ’spiʎo viʒe ’lɑːt ’tõnte – mɛ viʒe kə ’spiʎo bɔpət ka ’spiʎən viʒe ’mwãːn i ’vek kwa mɛt]

    Si. On faisait... On mettait... Des épingles qu'on disait. Mais ce n'était pas tout à fait des épingles, parce que la tête d'une épingle est fine, mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Renée, ne vi ket kat da dont da sikour ac'hanon ? Daon, gin ha mat emezon-me.

    [ʁøneː vi k 'kat tə 'dõn də 'ʒicuʁ ãõ – dãwn gĩn a 'maːd 'mõme]

    Renée, tu ne serais pas disponible pour venir m'aider ? Si bien sûr, que je disais.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Amañ emañ ma bugale-vihan. N'emaint ket tout aze, avat, baint ? Nann. C'hoazh zo reoù all, tu bennaket all, met n'emaint ket aze tout.

    ['ãmã mã mə by'gaːle 'viːən – 'maŋ kə tud 'ahe ha 'baŋ – nãn hwas so ʁe'wal – tymˌnakə'dal – mɛ 'maŋ kəd 'ahe tut]

    Mes petits-enfants sont là [sur la photo]. Ils ne sont pas tous là, si ? Non. Il y en a d'autres, quelque part ailleurs, mais ils ne sont pas tous là.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 (R. : N'emaint ket war a foto.) Geo, oh baint avat.

    [ge̞ o baŋ hat]

    (R. : Ils ne sont pas sur la photo.) Si, oh si !

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Tonton Henri n'emañ ket aze. Bañ ? Bañ avat, amañ emañ, ar beleg.

    [tõtõ hãʁi mã kəd ahe – bã – bã hat ãmã mã beːlək]

    Tonton Henri n'est pas là [sur la photo]. Si ? Si tiens, il est là, le curé.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Heñ ne 'teus ket bet anavezet anezhañ, geus ?

    [’hẽː tøs kə bed ãn’veə ’neã gøs]

    Lui tu ne l'as pas connu, si ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal