Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

evit (nompas bezañ –)

pouvoir (ne pas –)

  • 👂 🔗 ne oa ket evit ampich kaozeal brezhoneg

    [wa kəd wid 'ɑ̃mpiʃ ko'zeəl brɛ'zɔ̃:nək]

    il ne pouvait s'empêcher de parler breton

    Gant : Andre X, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket evit ampich ac'hanomp d'ober

    [wa kəd wid 'hɑ̃mpiʒ ɑ̃m do:r]

    il ne pouvait pas nous empêcher de le faire

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 an hini 'h arru warnañ... a-benn dezhañ, n'eo ket evit (?)

    ['ni:ni hɑj warnɑ̃ bɛn deɑ̃ nɛ kə wid ?]

    celui qui arrive dessus... qui arrive de face, il ne peut (?)

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 a-hent-all ne vijen ket evit padet hañ

    [hɛndal ’viʒɛn kə wit ’pɑ:dəd ɑ̃]

    sinon je n'aurais pas pu tenir [avec une consommation d'alcool régulière]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 pa vez klevet unan o hopal a-wechoù, neuze ne vez ket... « dam petra zo arri ganit ? » « ah, n'on ket evit hemañ ! »

    [pa ve 'klɛwə yn 'hopəl 'we:ʒo 'nœ:he ve kə dɑ̃m pɾɑ zo ɑj gə'nit a nɔ̃ kə wid 'hemɑ̃]

    quand on entend quelqu'un crier parfois, alors il n'y a pas de... « dame, qu'est-ce qui t'arrive ? » « ah, je n'arrive pas à faire celui-ci ! »

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, ne oan ket evit se

    [ja wɑ̃ŋ kə wit se]

    oui, je n'étais pas pour ça

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha me ne oan ket evit anduriñ se, peogwir... bemdez e vijen tapet hag eu... bemdez 'h arrie memes tra, me a skoe e vachin dezhañ 'ba ar gabined, e vachin

    [a me wɑ̃n kəd wid ’ɑ̃:dyʁ ze ’bomde viʒɛn ’tɑpət ag ə ’bomde ’hɑje mos’tʁɑ me ’sko:e i ’vɑʃin deɑ̃ bah ga’bi:nət i ’vɑʃin]

    et moi je ne pouvais pas supporter ça, puisque... tous les jours j'étais pris et euh... tous les jours il arrivait la même chose, je lui jetais son machin dans le toilette, son machin

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi