Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
krog (bezañ –)
Gwelet an temoù Bezañ krog ha Kregiñ
accrocher (s'– à)
-
🔗 krog 'ba 'n oto
[krɔ:g ba ’noto]
accroché à la voiture
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
tenir
-
👂 🔗 met krog e vije 'ba e loen hañ
[mɛ krɔ:g viʒe ba i lwɛ:n ɑ̃]
mais il tenait sa bête hein [vache]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
commencer
-
👂 🔗 Pa oan me chomet er gêr, a-benn neuze e oa krog an évolution. Pa oan chomet me er gêr, a-benn neuze e oa krog an évolution.
Pé oan mé chome gêr, bènn neuhé oa krog 'n évolusïon. Pé oan chome mé gêr, bènn neuhé oa krog 'n évolusïon.
Quand je suis restée à la maison [pour travailler], c'est à cette époque qu'a commencé l'évolution.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Krog eo d'añrejistrañ ?
[kʁog ɛ dɑ̃ˈʒistʁɑ̃]
Ça a commencé à enregistrer ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 arru eo an hañv, krog eo ar raned da ganañ
[aj ɛ nã: krog ɛ 'rã:nət tə 'gã:nã]
voilà l'été, l'été est arrivé, les petites grenouilles chantent
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 krog eo ar wezenn da vreinañ da vat, ar c'halonenn ar wezenn
[krɔ:g ɛ ’weən də ’vrɛɲɑ̃ də vɑd ə ha’loən ’weən]
l'arbre a commencé à pourrir complètement, le cœur de l'arbre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 N'eo ket krog da c'horo ar saout.
[ˈnɛ kə kʁog də ˈhoːʁo zowt]
Il n'a pas commencé à traire les vaches.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Krog eo da vreinañ.
[kʁog e̞ də ˈvʁɛɲɑ̃]
Il commence à pourrir.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Se zo krog da gontañ.
Sé zo krog de gontan.
[se zo kʁog də 'gõtã]
ça commence à compter.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ur wezh krog eu... daou vloaz e oa bet hep ober mann ebet kwa peogwir ac'hann e vijent loened en oad kwa, ne vije ket loen ebet daou vloaz a-raok tapet gwerzhañ anezhañ pe un tamm bennak kwa, neuze e vije d'ober ur rummad kwa, ha ne oa ket nemet ar bloaz kentañ, goude bep bloaz e veze degaset ur rummad all kwa, neuze e vijent xxx ( ?) d'ar reoù all, soit e vijent inseminet peotramant e vijent gwerzhet 'ba ar c'hig
[ə weʃ krɔ:g ə do̞wla wɑ bed heb o̞:ɹ mɑ̃n bet kwa py’gy:ɹ hɑ̃n viʒɛɲ ’lwẽ̞:nəd nwɑ:t kwa viʒe kə lwẽ̞n bet do̞wla ɹok ’tɑpə ’gwɛɹzɑ̃ neɑ̃ pe dɑ̃m mnɑ:k kwa ’nœ:he viʒe do̞:ɹ ə ’ɹymət kwa a wa kə mɛ bla ’kentɑ̃ ’gu:de bo plɑ: viʒe ’dɛsə ’rymad ɑl kwa ’nœ:he viʒɛɲ ? də ɾew al swa viʒɛɲ ɛ̃se’mi:nət pe’tɑ̃mɑ̃n viʒɛɲ ’gwɛɹzəd ban kic]
une fois commencé euh... on avait été deux ans sans rien faire du tout quoi puisque d'ici que les bêtes aient l'âge quoi, il n'y avait aucune bête de deux ans avant de pouvoir le vendre ou quelque chose quoi, alors il fallait faire une génération quoi, et il n'y avait que la première année, après tous les ans ont faisait venir une autre génération [de bêtes] quoi, alors ils étaient xxx ( ?) pour les autres, soit qu'ils étaient inséminés ou alors vendus pour la viande
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi