Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

etre

Stummioù :

entre

  • 🔗 Peogwir e oa eizh vloaz etrezomp, etre X ha me.

    [pə’gyːʁ wa ’ɛjz la ’tʁeõm – tʁe X a meː]

    Pace qu'il y avait huit ans entre nous, entre X et moi.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Lakat anezhi etre o-daou neuze.

    [ˈlakə nɛj tʁe o dow ˈnœhe]

    Partage la entre eux-deux alors.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 'ba ar mor aze emaint oc'h en em debriñ etre pesked

    [bah mo:r 'ɑe mɛɲ nɔ̃n 'di:bĩ tre 'peskəd ɑ̃]

    dans la mer là ils se mangent entre eux les poissons

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Me pa oa o terc'hen menaj ma ezhomm etre seizh eur hag eizh bepred.

    [me pe wa ˈtɛhɛn ˈmenaʃ ma eːm tʁe ˈsɛjzəʁ a ˈɛjzəʁ ˈbopət]

    Moi quand je tenais la ferme j'avais besoin [de dormir] entre sept et huit heures en tout cas.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Etre an daou quoi.

    [tʁe dow kwa]

    Entre les deux. [il parle un peu breton]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 ne oa ket pell etrezomp

    [wa kə bɛl 'treɔ̃m]

    il n'y avait pas long entre nous

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Jeu a vez etreze.

    [ʒœː ve ˈtreɛ]

    Ils se querellent, se disputent. [litt. « il y a de la querelle entre eux »]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 eñ a oa etre... etre... etre daou damm kwa

    [hẽ̞: wa tɾe tɾe tɾe do̞w dɑ̃m kwa]

    il était en... en... en deux morceaux quoi [pièce de harnais]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

moyen

  • 👂 🔗 geo, 'ba menajoù entre

    [gɛw ba me'nɑ:ʒo ɛntre]

    si, dans des fermes moyennes

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi