Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
fout (nompas ober –)
foutre (s'en –)
-
🔗 'ra ket foutr
[ra kə fut]
il s'en fout
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hoñ ne rae ket kalz foutr deus ar medesin
[hõ: rɛ kə kals fut døs mə’dœsin]
elle s'en foutait pas mal de la médecine
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ran ket foutr
[rã kə fut]
je m'en fous
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'ra ket foutr gant...
[ra kə fut gɑ̃n]
il s'en fout de...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 grez evel e kari ! me 'ran ket foutr petra a refet hañ ! en tous les cas goude 'to ket ezhomm mont da Gerdanioù ken da sevel da fri hañ ! ah nann ! ah nann ! 'to ket ezhomm mont neuze parce que... goude e vo lâret 'h eo me 'mo ampichet ac'hanoc'h da... d'ober... d'ober gant eu...
[gwe̞z we̞l ˈkɑːʁi - me ʁɑ̃ kə fut pʁa ˈʁefəd ɑ̃ - ... ˈguːde to kem mɔ̃n də ge̞ʁdaˈniːo ken də ˈzeːvəl tə vʁi ɑ̃ - a nɑ̃n - a nɑ̃n to kem mɔ̃n ˈnœːhe paskø - ˈguːde vo lɑːʁ he̞ me mo hɑ̃mˈpiʃəd ɔh də do̞ːʁ ˈdo̞ːbəʁ gɑ̃n ə]
fait comme tu voudras ! moi je m'en fous de ce que vous ferez hein ! en tous les cas après il ne faudra plus que tu ailles à Kêrdanioù pour faire le curieux hein ! ah non ! ah non ! il ne faudra pas que tu ailles alors parce que... après on dira que c'est moi qui vous a empêchés de... faire... faire avec euh...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'raent ket foutr deus se
[’rɛɲcə fut døz ze]
ils s'en foutaient [enfants, de l'inspecteur]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ran ket foutr deus se hañ !
[me rɑ̃ kə fut tə ze ɑ̃]
moi je m'en fous de ça hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ran ket foutr hañ !
[a rɑ̃ kə fut ɑ̃]
ah je m'en fous hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma ket lâret mann ebet den... da den ebet, boñ ! geo, 'mo laket 'ma lâret bepred, alors eu... 'ma laket sukr dac'h, ul loaiad sukr hañ ! « 'ran ket foutr hañ pa n'on ket kat d'ober anezhe ! pas unan sall ! » ha 'ma laket ul loaiad sukr e-barzh, ha diouzhtu e oant... 'drail... 'drailhent ket, e-se a oari ivez hañ ! evel-se e oari ! ma... ma... ma... ma... ma 'vez ket 'met un hanter loaiad sukr, marteze 'ma ket laket ul loaiad leun, 'meus ket soñj ken met... goude xxx ( ?), mais n'empêche, goude 'mije bet renket lakat... adrajoutañ un tamm bihan holen, met 'ma ket graet, ingal eo
[ˈma kə ˈlɑːʁə ˈmɑ̃n bet deːn də ˈdeːn bet - bɔ̃ - ge̞w mo ˈlɑkət ma ˈlɑːʁəd ˈbopət - aˈlɔʁ ə ma ˈlɑkə syg daχ - ˌlwɑjə ˈsyk ɑ̃ - ˈʁɑ̃ kə fut ɑ̃ pa ˈnɔ̃ kə kad do̞ːʁ ne̞ - paz yn ˈzɑl - a ma ˈlɑkə ˌlwɑjə ˈsyg baʁs - a dyˈsty wɛɲ - dʁa dʁaˈjɛɲ cət - se ˈwɑːʁi ˈiə ɑ̃ - viˌse̞ ˈwɑːʁi - ma ma ma ma ma ˈve kə mɛ ˈnɑ̃ntəʁ ˌlwɑjə ˈsyk - mɛˈteːe ˈma kə ˈlɑkə ˌlwɑjə ˈlœːn - ˈmøs kə ˈʒɔ̃ːs ken mɛ - ˈguːde ? - ... ˈguːde miʒe be ˈʁɛŋkə ˈlɑkə hadʁaˈʒutə tɑ̃m ˈbiːən ˈhoːlən - mɛ ˈma kə gwe̞t - ˈiŋgal e̞]
??? je n'avais rien dit personne... à personne, bon ! si, j'avais dit que j'aurai mis quand même, alors euh... je vous avais mis du sucre, une cuillerée de sucre hein ! « je m'en fous hein puisque je ne peux pas les faire, pas une salée hein ! » et j'avais mis une cuillerée de sucre dedans, et tout de suite elles étaient... elles ne se déf... ne se défaisaient pas, donc tu sauras aussi hein ! comme ça tu sauras ! si... si... si... si... si ce n'est qu'une demi cuillerée de sucre, peut-être que je n'avais pas mis une cuillerée pleine, je ne me souviens plus mais... après xxx ( ?), mais n'empêche, après j'aurais du mettre euh... rajouter de nouveau un petit peu de sel, mais je n'avais pas fait, peu importe
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'int ket darev c'hoazh ? amañ 'h int eu... an evned zo o trailhañ anezhe tout hañ ! goullet 'na... goullet 'na... se zo kaoz 'meus poazhet... poazhet anezhe eu... da lakat eu... met tout, tout e oant drailhet hañ ! tout 'ma... Herve zo bet aze disadorn ha 'neus goullet ganin « bezañ zo figez ? » « met ya ! 'teus ket 'met tapout hañ ! warlene 'ma lâret dit tapout, 'ma ket gwelet hini ebet o tapout ur skeul emezon-me, gant ur skeul, 'ba krec'h, zo reoù darev ha neuze emañ tout an evned o drailhañ anezhe » « ha me 'meus ket graet » « met me 'rin ket hañ ! emezon-me, (me n'an ket ?) 'ba ar wezenn, ha neuze a-benn ar fin xxx ( ?) ha ma 'teus c'hoant da gaout xxx ( ?), tap hañ ! » e lâran anezhañ... e lâran dezhañ, met 'ra ket foutr hañ ! eñ 'blij ket kaer se dezhañ moarvat, ha neuze 'ra ket foutr
[ˈniɲ cə ˈdɑʁw hwas - ˈɑ̃mɑ̃ hiɲ ə - ˈne̞wnəd zo ˈtʁɑjə ne̞ tud ɑ̃ - ˈgulə na ˈgulə na - zes ko̞ːs møs ˈpwɑhə - ˈpwɑhə ne̞ ə də ˈlɑkəd ə - mɛ tut tud wɑ̃ɲ ˈdʁɑjəd ɑ̃ - tud ma - ˈhɛʁve zo bed ˈɑhe̞ deˈsɑːn a nøz ˈgulə gəˈnĩ - ˈbeːɑ̃ zo ˈviːɟəs - mɛ ja - ˈtøs kə mɛ ˈtɑpud ɑ̃ - aʁˈlœːne ma ˈlɑːʁə dit ˈtɑput - ˈma kə gwe̞ːl ˈhiːni bet ˈtɑpə skœːl ˈmɔ̃me̞ - gɑ̃n ˈskœːl bah ˈkweχ so ʁew ˈdɑʁw a ˈnœhe mɑ̃ tud ˈne̞wnəd ˈdʁɑjɑ̃ ne̞ - a me ˈmøs kə gwe̞t - mɛ me ˈʁĩŋ kəd ɑ̃ - ? bah ˈweːən ? a ma tøs hwɑ̃n də ˈgɑːt tɑp ɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ neɑ̃ - ˈlɑːʁɑ̃ deɑ̃ ? - ẽ ˈbiʃ kə kɛːʁ ze ˈdeɑ̃ maˈhɑt - a nə ˈʁa kə fut]
elles ne sont pas encore mûres ? ici elles sont euh... les oiseaux les abîment toutes hein ! il avait demandé... il avait demandé... c'est pour cette raison que je les ai cuites... les ai cuites euh... pour mettre euh... mais toutes, elles étaient toutes abimées hein ! j'avais tout... Herve est venu là samedi et il m'a demandé « il y a des figues ? » « mais oui ! tu n'as qu'à en prendre hein ! l'an dernier je t'avais dit d'en prendre, je n'avais vu personne prendre d'échelle dis-je, avec une échelle, en haut, il y en a des mûres et alors tous les oiseaux sont en train de les abimer » « et moi je n'ai pas fait » « mais moi je ne ferai pas ! dis-je, (je ne vais pas ?) dans l'arbre, et alors finalement xxx ( ?) et si tu veux en avoir xxx ( ?), prends hein ! » que je dis... que je lui dis, il s'en fout, lui n'aime pas ça sans doute, et alors il s'en fout
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi