Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
drol
Stummioù :
bizarre
-
👂 🔗 drol eo hañ ?
[drol e ã]
c'est bizarre hein ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 se zo un dra drol
[ze zo ndrɑ: dro:l]
c'est une chose bizarre
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo drol 'vat
[ze zo dro:l ha]
ça c'est bizarre
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 drol eo 'gavez ket !
[dro:l e̞ ga’ve̞s kət]
c'est bizarre que tu ne trouves pas !
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 se a ra drol gwelet ur bugel evel-se o kaozeal brezhoneg
[ze ra dro:l wɛ:l ə 'by:gəl vəse ko'zeəl bre'zõ:nək]
ça fait drôle, bizarre de voir un enfant parler comme ça en breton
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 traoù drol a-walc'h tout
[trɛw dro:l ə'wɑh tut]
toutes des choses bizarres
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me a gav se drol ivez
[me gav ze dro:l ijə]
je trouve ça bizarre aussi
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.
[mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]
Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Drol eo dit ?
Drol è dit ?
[dʁol ɛ dit]
Tu trouves ça bizarre ?
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag evit an noz zo unan ha 'neus graet un dro drol dimp
[a wi nɔ̃:s so yn a nøz gwɛ ndɾo: dɾol dim]
et cette nuit il y en a qui nous a fait un drôle de tour
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi