Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

bern

Gwelet an temoù Bern ha Bernioù

Stummioù :

tas

  • 👂 🔗 Nann, ar bernioù, ar bernioù ed a vije graet e-barzh ar gêr quoi.

    Nann, bèrnio, bèrnio et vijé gwèt bah gêr quoi.

    Non, on faisait les tas de blé à la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha goude neuze e vije graet ur bern anezhe e-barzh ar porzh.

    A goudé neué vijé gwèt bèrn nè bah pors.

    Et ensuite on en faisait un tas dans la cour.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Neuze e vijent savadellet e-barzh ar park, ha goude neuze, e vijent degaset d'ar gêr, neuze, ha e vije graet ur bern dionte e-barzh ar gêr, ha neuze deus se neuze e vijent... e vije dornet goude quoi.

    Neuhé vijènt zavadêllet bah park, a goudé neuhé vijènt diêset te gêr, neuhé, a vijé gwèt bèrn diontè bah gèr, a neuhé deus sé neuhé vijènt… vijé dornet koudé quoi.

    Alors on les dressait en moyettes dans le champ, et ensuite on les amenait à la maison, et on en faisait un tas, et à partir de ça on les battait.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha hennezh peurvuiañ 'h ae, 'h ae, ma kerez, en em okupe deus al loened un tamm bihan, karzhañ dindan ar saout ha lakat an teil war e bern, ha traoù evel se, e vijent oc'h ober quoi.

    A heñ pèrvuañ ’h ê, ’h ê, ma kées, non okupé deuz lwênet tamm bien, karzañ dinan zowt, a laket ’n tèil war i bèrn, a treŵ vesé, vijènt ’h or quoi.

    Et lui en général, si tu veux, il s'occupait un peu des bêtes, nettoyer sous les vaches et mettre le fumier sur le tas, et des choses comme ça, ils le faisaient.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ur guzhiadenn avaloù 'ba 'r bern greun

    [ə gly'ʒɑ:dən a'vɑ:lo bar bɛrn grœ:n]

    une cachette de pommes dans un tas de grains

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

beaucoup

  • 🔗 bern loened

    [bɛrn 'lwɛ:nət]

    beaucoup d'animaux

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya, bezañ zo bern rasoù evned

    [ja 'beã zo bɛrn 'raso 'ẽwnət]

    oui, il y a beaucoup de races d'oiseaux

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 an evned bihan a veze kavet bern

    ['newnə 'bijən 'viʒe ka:d bɛrn]

    des petits oiseaux on en trouvait plein

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 1. Nann, 'na ket graet se bern. 2. Nann, se 'na ket bet graet bern.

    1. Nann, na ke gwèt se bèrn. 2. Nann, zé na ke bé gwèt bèrn.

    1. Non, il n'avait pas beaucoup fait ça. 2. Non, il n'avait pas beaucoup fait ça.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, ha boutañ, boutañ o fenn, pa ne vez ket bern e-barzh ar foñs ken...

    Ya, a boutañ o vènn, pé vé ke bèrn bah voñs kén.

    Oui, et pousser leur tête, quand il n'y a plus beaucoup [de lait] dans le fond [du seau].

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze, ni a hade ur bern patatez evel se hañ.

    A neuzé, nim hadé bèrn papates vesé añ.

    Et alors nous semions beaucoup de pommes de terre comme ça.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Abaoe zo bet ur bern cheñchamant heñ, oh ma Doue ya.

    Bwé zo bé bèrn cheñchaman eñ, o ma dwé, ya.

    Il y a eu beaucoup de changement depuis. Oh mon Dieu oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha e oa graet ur robinet, ha neuze gan..., e vije laket un... ha laket un tuyau deus ar robinet, e-barzh... e-barzh an donell, ha 'na ket 'met digoriñ ar robinet d'ober, ha 'h ae ur bern purin e-barzh an donell.

    A oa gwè robinet, a neuzé gan… vijé lake ’n tuyau deus robinet, ba… ba ’n donell, a na ke mè dioiñ robinet d’or, a ’h ê bern purin ba ’n donell.

    Et on avait fait un robinet, et mis un tuyau qui partait du robinet pour aller dans la tonne, et il n'y avait qu'à ouvrir le robinet pour mettre du purin dans la tonne.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Me 'meus ket c'hoant emezañ da vont e-barzh un ostaleri aze, emezañ, e vez ur bern tud...

    Mé meus ke hoan, méañ, de von bah en ostaléri ahé, méañ, vé bèrn tut.

    Je ne veux pas aller dans un café, dit-il, il y a trop de monde...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c'hant.

    Oa bèrn tut popet, pugur oa trémèn dow han.

    Il y avait beaucoup de monde en tout cas, pusiqu'il y en avait plus de deux-cents.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Oh ya me a zo kat da deskiñ bern traoù d'ar re all !

    [o ja me zo kat də ˈdiski bɛʁn tʁɛw də ʁe ɑl]

    Oh oui je suis capable d'apprendre beaucoup de choses aux autres !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !

    [se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]

    Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 bezañ zo bern bleuñv 'ba 'r wezenn

    ['beɑ zo bɛrn blœ̃: bah 'weən]

    il y a plein de fleurs dans l'arbre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Bet na bern traoù da lâret Henry (?)... Yves Raoul aze.

    [be na bɛʁn tʁɛw də lɑːʁ ɑ̃ʁiyː iv ˈʁaul ˈɑe]

    Yves Raoul avait beaucoup de choses à dire.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Bern charre en-dro da honnezh !

    [bɛʁn ˈʃɑʁɛ dʁo də hɔ̃ːs]

    Beaucoup de remue-ménage pour elle ! [litt. « autour d'elle »]

    [lors d’un déménagement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Bern charre gant honnezh.

    [bɛʁn ˈʃɑʁɛ gɑ̃n hɔ̃ːs]

    Beaucoup de remue-ménage avec elle !

    [lors d’un déménagement]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

plein

  • 👂 🔗 aze zo bern brankoù hag a barti diwar hennezh aze

    ['ɑhe zo bɛrn 'brɑ̃ŋko a 'bɑrti diwar hẽ̞:z 'ɑhe]

    là il y a plein de branches qui partent de celui-là là [bûche de l'extrémité du têtard]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi