Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

gwashañ

Stummioù :

pire

  • 👂 🔗 Met gwashañ eo a-wezhioù, boñ, pa ar c'hased patatez a oa ganin ivez, met gouzout a oarez a-wezhioù, ar patatez 'h ae tout... a-wezhioù 'mije ket kaer ur bern patatez ken.

    Mè gwasañ 'h è (a)wêjo, boñ, pé hasat patatez oa genin ie, mè goûd oares, (a)wêjo, patates 'h è tout... (a)wêjo mijé ke kèr bèrn patates kén.

    Mais le pire, parfois... Puisque j'avais la caisse de pomme de terre avec moi... Mais tu sais, les pommes de terre... Parfois il ne me restait plus beaucoup de pommes de terre.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 'Na graet ar salle de traite, neuze e oa aezetoc'h din o c'horo neuze, neuze e oan e-barzh an toull o c'horo, ha neuze, ar saout a vije tro-ha-zro din, ha neuze, ne vije ket ret din plegañ da brañchañ anezhe quoi, se an hini eo an gwashañ. Se an hini a oa an gwashañ, plegañ da brañchañ anezhe.

    Na gwèt salle de traite, neuhé oa êsêtoh din horo neuhé, neuhé oan ba ’n toull horo, a neuhé, zowt vijé tro-a-zo din, a neuhé, vijé ke rét tin plégañ de brañchañ nè quoi, zé ni è ’n gwasañ. Zé ni oa ’n gwasañ, plégañ de brañchañ nè.

    Il avait fait la salle de traite, donc c'était plus facile pour moi de traire, j'étais dans le trou en train de traire, les vaches étaient tout autour de moi, et donc je n'avais pas besoin de me pencher pour les brancher, c'est ça le pire. C'était ça le pire, se pencher pour les brancher.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Se a zo bern tud oc'h ober, hañ !? ma Doue ! ret eo gwelet, war washaat !

    [se zo bɛʁn tyt oːʁ ɑ̃ maː ˈdue ʁɛd ɛ ˈgwelət waʁ ˈwasɑːd]

    Ça il y en a plein à le faire hein !? bon sang ! il faut voir, de pire en pire ! [dépenser sans compter]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 ar gwashañ 'h eo a-wechoù 'h eo ar vugale 'dez d'ober dougen anezhe kwa hein

    ['gwɑsɑ̃ hɛ 'we:ʒo hɛ vy'gɑ:le de do:r 'du:gən nɛ: kwa ɛ̃]

    le pire est que parfois ce sont les enfants qui ont du mal à les porter quoi hein [prénoms]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar gwashañ eo que... a-wechoù e vez cancer du poumon a vez ivez

    [’gwɑsɑ̃ hɛ kə ’we:ʒo ve kɑ̃’sɛr dy pumɔ̃ ve ije]

    le pire c'est que... parfois c'est le cancer du poumon qu'il y a aussi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 se an hini eo ar gwashañ

    [ze n:i hɛ 'ngwɑsɑ̃]

    c'est ça le pire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Hini gwashañ

    ni gwassan

    [ni gwasã]

    le pire

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 gwashañ ma 'h eo, n'eus ket labour ha ne vez ket kavet a dud da labourat

    ['wɑsɑ̃ ma hɛ nøs kə 'lɑ:bur a ve kə kɑ:d dyd də la'bu:rət]

    le pire c'est qu'il n'y a pas de travail, et qu'on ne trouve pas de gens pour travailler

    Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar moc'h-gouez eo ar gwashañ

    [moh gwẽ: ɛ 'gwɑsɑ̃]

    ce sont les sangliers le pire

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ar gwashañ eo eo ar garzaj a vije graet dit ober

    [’gwɑsɑ̃ he̞ he̞ ’gɑʁzaʃ ni viʒe gwɛt tid o̞:ʁ]

    le pire c'est les bêtises qu'on te faisait faire [à l'armée]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ar gwashañ eo...

    ['gwɑsɑ̃ e̞]

    le pire...

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi