Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

rimastell

Gwelet an tem Ar rimastell

Stummioù :

comptine

  • 👂 🔗 rimastelloù

    [ˌrimas'telo]

    des comptines

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ya, ur rimastell bennak a vije da-heulañ ordin.

    [ja ə ʁi’mastəl be’naːk viʒe də’hœːlã ɔʁ’din]

    Il racontait toujours quelques petites blagues. [Litt. : Il y avait toujours quelques petites blagues à le suivre.]

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha gwechall e vije lavaret ur bern heu... E brezhoneg e vije graet rimastelloù deus se te, heu, lakat traoù da junt[añ]... heu, ya, alies, ya.

    [a gwe'ʒal viʒe 'lɑː 'bɛʁn ø – bʁe'zõːnəg viʒe 'gwɛ ʁimas'tɛlo døs 'se te – ø 'lakə 'tʁɛw də 'ʒynt – ø ja a'liəs ja]

    Et autrefois, on disait beaucoup de heu... En breton, on appelait ça des comptines, heu, faire rimer les choses... oui, souvent, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal