Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

diouzhtu

Gwelet an temoù Diouzhtu (1) ha Diouzhtu (2)

Stummioù :

immédiatement

  • 👂 🔗 Pa vije bet ur bugel bepred ne vije ket kat an nen d'ober tout an traoù diouzhtu.

    Pé vijé béd (e) bugel bopet, vijé k’ kat ’n nén d’or tou ’n trèw dustu.

    Quand on avait eu un bébé, on n'était pas capable de tout faire tout de suite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Oh geo avat, me a c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me a c'horoe diouzhtu. 2. 'Ta goroet an deiz-se ? 1. Ya moarvat avat . 2. Oh me marteze 'ma graet ivez, me ne oaran ket. 'Meus ket soñj. 1. Geo.

    1. O gè vat, mé horoé, pé oan ai gèr deuz maternité, mé horoé dustu. 2. Ta goroed ’n dé-sé ? 1. Ya mahat ha. 2. O mé matéé ma gwèt ie, mé oaran ket. Meus ke joñj. 1. Gè.

    Oh si alors, quand j'étais revenu de la maternité, j'avais recommencé à traire immédiatement. 2. Tu avais trait ce jour-là ? 1. Bien sûr que oui. 2. Oh moi aussi je l'avais peut-être fait, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. 1. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha peogwir, ma 'nez ezhomm an nen sikour, fidedoulle, zo ur sonetenn ha n'eus ket nemet son anezhi, ha diouzhtu 'h arrio unan bennak.

    A pegur, ma né émm ’n nén jikour, fidedoullé, zo e zonêtenn, a n’eus ke mè zon nèi, a dustu ’h aio un bénnak.

    Et parce que... Si on a besoin d'aide, il y a une sonnette, et il suffit de sonner, et quelqu'un arrivera immédiatement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

tout de suite

  • 👂 🔗 Ha me 'mije plijadur o gwelet honnezh o deskiñ he lesonioù, honnezh ne rae ket 'met lenn anezhe ha neuze... e ouie anezhe diouzhtu.

    A mé mijé plijadur gwèle hoñs diskiñ i lesonio, hoñ rê ke mè lènn nè a neuhé... ouié nè dustu.

    Et j'aimais bien la voir apprendre ses leçons, elle ne faisait que les lire et elle les savaient immédiatement.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha pa vijent laket en o sav evel se, ma kerez, harpet an eil deus eben evel se, aze e sec'hent diouzhtu bepred quoi.

    A pé vijènt laket ’n o za vesé, ma kées, arped ’n èil deus ibên vesé, ahé séhènt dustu bopet quoi.

    Et quand on les mettait debouts comme ça, si tu veux, appuyés les uns contre les autres, ils séchaient rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Oh geo avat, me a c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me a c'horoe diouzhtu. 2. 'Ta goroet an deiz-se ? 1. Ya moarvat avat . 2. Oh me marteze 'ma graet ivez, me ne oaran ket. 'Meus ket soñj. 1. Geo.

    1. O gè vat, mé horoé, pé oan ai gèr deuz maternité, mé horoé dustu. 2. Ta goroed ’n dé-sé ? 1. Ya mahat ha. 2. O mé matéé ma gwèt ie, mé oaran ket. Meus ke joñj. 1. Gè.

    Oh si alors, quand j'étais revenu de la maternité, j'avais recommencé à traire immédiatement. 2. Tu avais trait ce jour-là ? 1. Bien sûr que oui. 2. Oh moi aussi je l'avais peut-être fait, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. 1. Si.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 1. Ar pezh a oa startañ du-mañ eo e oa tout ar parkoù pell deus ar gêr, pa vije d'ober kaout ar saout er-maez. 2. E vije ret mont war an hent diouzhtu.

    1. Péz oa startañ du-mañ ’h è oa toud parko pèll deuz gêr, pé vijé d’or kawt zowt mês. 2. Vijé rét mon war ’n èn dustu.

    Ce qui était difficile chez nous, c'est que les champs étaient tous loin de la maison, quand il fallait sortir les vaches. 2. On était tout de suite sur la route.

    Gant :
    plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
    plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Bas, on disait bas. Bas, de la pâte à crêpes. Grez bas din... Me 'h a d'ober bas bepred diouzhtu.

    Gwès bas din. Mé ’h a d’or bas bopet dustu.

    Prépare-moi de la pâte à crêpes. Je vais faire de la pâte à crêpe tout de suite.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ar gaerell n'eo ket bras... met euh... 'meus bet gwelet anezhe war... war-lerc'h logod, muloded, oh paotr kaezh, kregiñ en enne, marv diouzhtu... taol-taol (?)

    [ə gɛrl nɛ kə brɑ:z mɛ ə møz be gwɛ:l nɛ war warlɛrχ ’lo:gɔt my’lo:dət hɔ pot’kɛ:s ’kri:gĩ nenɛ mɑrw dy’sty to:l to:l]

    la belette n'est pas grande... mais euh... je les ai vu sur... après les souris, les mulots, oh mon vieux, les mordre, mort tout de suite, sur le coup (?)

    ???

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Ya hañ kerse a vez diouzhtu hañ.

    [ja ɑ̃ ˈkeʁse ve dyˈsty ɑ̃]

    Oui hein on trouve dur tout de suite hein. [quand le temps est mauvais]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 diouzhtu goude Trezelan

    [dy'sty gu:de tre'ze:lən]

    tout de suite après Trezelan

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 diouzhtu goude Trezelan

    [di'sty gu:de tre'ze:lən]

    tout de suite après Trezelan

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Gras se diouzhtu !

    [gɛs ze dyˈsty]

    Fais-ça tout de suite !

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

suite (de –)

  • 🔗 tri devezh diouzhtu

    [tri 'dewəz dy'sty]

    trois jours d'affilé

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi