Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

blaz

Stummioù :

goût

  • 👂 🔗 Hemañ zo blaz ar per warnañ. Bien. Sell eta. 'Ma ket gwelet ar seurt-se c'hoazh avat.

    Hémañ zo blaz (a) pêr warnañ. Bien. Sèll ta. Ma ke gwêlet sort sé c'hoas ha.

    Celui-là a le goût de poire. Bien. Ça alors, je n'en avait encore jamais vu de cette sorte.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya met vrai ivez, ma kerez, n'eo ket kat an nen da gompren peseurt blaz 'deus.

    Ya mé vrai ie, ma ké(re)z, n'è (ke) kat (an) nén de gompren péseur blaz deus.

    Oui mais c'est vrai, si tu veux, on ne peux pas comprendre quel goût elle a.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha neuze 'nije ket bet ar memes blaz. Hemañ 'neus ur blaz fin.

    A neuhé nijé ke bé momes blas. Hémañ neus blas fin.

    Et alors il n'aurait pas eu le même goût. Celui-ci a un goût fin.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Daon, pitoiapl a gavan anezhi. Heu, ma kerez, 'ma ket bet ar blazioù-se santet c'hoazh.

    Daon, pitoyab gavan nèi. Eu, ma kéez, ma ke bét (a) blajo-zé sante c’hoa.

    Dame, je la trouve vraiment très bonne. Heu, si tu veux, je n'avais pas senti ces goûts-là encore (= je n'avais jamais goûté ça).

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 an hini vihan vihan ac'hann 'ma dastumet anezhe hag e oant blaz an dour

    [n:i ’viən ’viən ə’hɑ̃n ma das’tymə nɛ wɛɲ blɑz’du:r]

    le tout petit d'ici [pommier], je les avais ramassées et elles avaient le goût de l'eau [pommes]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 blazet mat eo da gachoù

    [ˌblɑ:zə’mɑ:d ɛ də ’gɑʃo]

    tes gâteaux ont bon goût

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi