Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄
desped (en n– da)
dépit (en – de)
-
👂 🔗 ober ar c'hontrol se zo ober traoù en nesped d'ar reoù all kwa
['o:bər 'hɔ̃ntrəl ze zo 'o:bər trɛw 'nespət tə rew ɑl kwa]
faire le contraire c'est faire des choses en dépit des autres quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
involontairement
-
👂 🔗 en desped dezhañ peogwir e tiskenn e-barzh
[’nespət teɑ̃ pyˌgyʁ ’diskɛn bɑʁs]
involontairement puisqu'il descend dedans [sanglier se blessant sur un piège]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 fin, ni a gaoze brezhoneg en nesped dimp kwa
[fin nim 'go:ze bre'zõ:nək ‘nespət tim kwa]
enfin, nous nous parlons le breton inconsciemment
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi