Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

pod

Gwelet an tem Ar podad

Stummioù :

pot

  • 👂 🔗 E oa kat da winkal ha da ruilhal e bod laezh ha tout. Tout e vije ret surveilh anezhe quoi.

    Oa kat te winkel a de ruiel i boud lês a tout. Toud vijé ret survèi nè quoi

    Elle [la vache] risquait de ruer et de renverser son pot de lait et tout. Il fallait toutes les surveiller quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya, gant podoù neuze e vije goroet.

    Ya, gan poujo neuhé vijé goroet.

    Oui, on trayait avec des pots [= les pots de la machine à traire].

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 podoù pri

    [’pu:do pri]

    des pots d'argile

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 podoù... podoù du

    ['pu:ʒo 'pu:ʒo dy:]

    des pots... des pots noirs

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 daou bodad

    [dow ’bu:dət]

    deux pots remplis

    Gant : Chantal X, o chom e Kawan.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Ar c'hoaven, heñ a vije laket ma kerez e-barzh ar pod, ha heñ a vije laosket eno ur pennad ha heñ ac'h arrue da vezañ tev, anezhañ e-unan. Ya. Eñ a devae quoi ma kerez

    [’hwaːvən – hẽ viʒe ’lakət ma’keəs bah ’puːt – a hẽ viʒe ’lɔskəd ’eno ’pɛnət a hẽ ’haje de ’veã ’te̝w ’neã i’hun – ja – hẽ de’waːe kwa ma’keəs]

    La crème, on la mettait dans le pot et on la laissait là un moment, et elle devenait épaisse toute seule. Oui. Elle s'épaississait.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 pod

    pout

    [put]

    pot

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 podoù

    poudo

    [pudo]

    pots

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 podoù

    poujo

    [puʒo]

    pots

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 podad

    poudeut

    [pudət]

    plein pot

    Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 podoù pri

    ['pu:ʒu pʁi:]

    des pots de terre cuite

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi