Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

ampled

Stummioù :

rendement

  • 🔗 Ar matériel da labourat an douar 'neus progreset. Mann 'met trakteurien zo arri anjiñioù bremañ quoi. Traoù d'ober ampled quoi.

    [mate’ʁjɛl də la’buːʁəd n’duːaʁ nøs pʁo’gʁɛsət – ’mãn mɛt tʁak’tœʁjən zo aj ã’ʒɛ̃jo bʁœmã kwa – tʁɛw dɔˑʁ ’ãplət kwa]

    Le matériel pour travailler la terre a progressé. Rien que les tracteurs, maintenant ce sont des engins. De quoi être efficace.

    Gant : paotr, ganet e 1964 e Trezelan (Bear), o chom e Trezelan (Bear).

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 d'ober e vije koublat, koublat teil a vije graet, e vije laket ur rigenn deil war... war... war... evel-se, ha goude e vije darc'het delioù ha goude adlaket teil evit ober... « an ampledoù » a vije lâret

    [’do̞:bəʁ viʒe ’ku:blət ’ku:blət tɛʎ viʒe gwɛt viʒe ’lɑkəd ə ’ʁi:ɟən dɛʎ waɹ waɹ waɹ və’se a ’gu:de viʒe ’dɑʁhəd ’dɛʎo a ’gu:de had’lɑkə tɛʎ wid o̞:ʁ ə nɑ̃m’ple:ʒo viʒe lɑ:t]

    on devait coupler, on couplait le fumier, on mettait une rangée de fumier sur... sur... sur... comme ça, et après on jetait des feuilles et après on remettait du fumier pour faire... « un bon rapport « qu'on disait

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze e vije graet ampled, ale !

    ['ɑ:he viʒe gwɛd 'ɑ̃mplət 'ɑ:le]

    là on était efficace, allez [avec une charrue moderne] !

    Le Du 2012 p.121 « ober ãmpled être efficace, réussir »

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ampled

    ['ɑ̃mplət]

    rendement

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 « an ampled » zo ur bern kwa

    [’nɑ̃mplət so ə bɛʁn kwa]

    « le rendement » c'est beaucoup quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi