Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

here

Gwelet an tem Here

Stummioù :

octobre

  • 👂 🔗 ha du-hont eu... ar bloaz-se e oa... en quarante, e oa deut goañv abred-abred, a-benn deizioù... deizioù kentañ eu... miz here, miz octobre, e oa... un hanter metr erc'h war an douar

    [a ’dy:ɔ̃n ə ’blɑs:e wa - ... - wa dœd ’gu:ɑ̃ a’bɹe:d a’bɹe:t - be̞n ’dejo ’dejo ’kentã ə - miz ’he:ʁe kwa miz ɔktɔbʁ - wa - ˌnɑ̃ntəɾmɛ’dɛh waɹn ’du:aɹ]

    et là-bas euh... cette année-là il y avait... en quarante, l'hiver était venu très tôt, pour les premiers jours... jours du mois d'octobre, mois d'octobre, il y avait un demi-mètre de neige au sol

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

mue

  • 🔗 Emañ ar yar oc'h ober he here.

    [mɑ̃ jaːʁ oːʁ i ˈeːʁe]

    La poule fait sa mue, elle perd ses plumes.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

semailles

  • 👂 🔗 an here a vije graet, pa vije fin an here e vije graet koan deiz kentañ ar bloaz, neuze e vije graet friko deiz kentañ ar bloaz

    [ə ’ne:ɾe viʒe gwɛt pe viʒe fi:n ’ne:ɾe viʒe gwɛt kwɑ̃:n de ’kentɑ̃ blɑ: ’nœe viʒe gwɛt ’friko de ˌkentɑ̃ ’blɑ:]

    on faisait les semailles, quand on avait fini les semailles on faisait le réveillon, alors on faisait le repas du nouvel an

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi