Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

a-walc'h (n'eo ket –)

tout (c'est pas – de)

  • 👂 🔗 Ha n'eo ket a-walc'h goro. Kas al laezh en ti a vije d'ober goude peogwir an écrémeuse a oa e-barzh an ti.

    A n’ê ked wah goro. Kas lêz èn ti vijé d’or goudé pegur ’n écrémeuse oa ba ’n ti.

    Et ce n'est pas tout de traire. Il fallait ensuite apporter le lait dans la maison, parce que l'écrémeuse était dans la maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met aze ne vez ket ezhomm kalz tra, da lakat ur plac'h da gaout poan. Kar n'eo ket a-walc'h... Heu, skeiñ a ra poan, marteze, met ober a ra poan hemañ ivez.

    [mɛd ’ahe ve kəd ’e̞ːm kals ’tʁaː də ’lakə ’plaχ də ’gãːt ’pwãːn] [ka ’nɛ kə ’waχ] [’skɛjn ʁa ’pwãːn ma’tee mɛ ’ɔːʁ ʁa ’pwãːn ’hemã iə]

    Mais il ne faut pas grand-chose pour faire souffrir une fille. Car ce n'est pas tout de... Heu, frapper ça fait mal, mais celle-ci (en montrant sa tête) fait mal aussi.

    Pour dire que les insultes et les méchancetés peuvent autant faire souffrir que les coups.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 n'eo ket a-walc'h kaout anezhe oc'h ober trouz ha c'hwistañ

    [nɛ kə wɑh kɑ:d nɛ: ho:r tru:z a 'hwistɑ̃]

    ce n'est pas le tout de les avoir à faire du bruit ou à remuer [enfants]

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya met n'eo ket a-walc'h lâret hañ

    [ja mɛ nɛ kə wɑh 'lɑ:rəd ɑ̃]

    oui mais ce n'est pas le tout de dire hein

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket a-walc'h se

    [nɛ kə wɑhse]

    ce n'est pas le tout [en partant]

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket a-walc'h...

    [nɛ kə wɑh]

    ce n'est pas le tout de...

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ha, n'eo ket a-walc'h se...

    [a nɛ kə wɑh ze]

    et, ce n'est pas le tout

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket a-walc'h kaozeal, deskiñ... skrivañ eo an diaesañ

    [ne̞ kə wax ko'zeəl 'diskĩ 'skwrivã e̞ ndi'ɛsã]

    ce n'est pas le tout de parler, apprendre... c'est écrire qui est le plus difficile

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 n'eo ket a-walc'h koll traoù ivez, ker int ivez

    [nɛ kə wɑh kɔl trɛw ker iɲ 'ije]

    ce n'est pas le tout de perdre des choses, ils sont chers aussi

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh ya, graet 'ma vil dezhañ. Anfin, petra a ri ? Kap e oan da vezañ graet viloc'h, ma 'mije troc'het anezhañ tout. Ha n'eo ket a-walc'h troc'hañ anezhañ. N'eo ket a-walc'h troc'hañ anezhañ. Marteze 'mije troc'het reoù all da-heul.

    [o ja gwɛ ma ’viːl deã – ãfin pʁa ʁi – ’kab wãn de ’veã gwe̞ ’vilɔχ ma miʒe ’tʁɔhə ’neã tut – a nɛ kə ’waχ ’tʁɔhã ’neã – nɛ kə ’waχ ’tʁɔhã ’neã – ma’tee miʒe ’tʁɔhə ʁew’al də’hœːl]

    Oh oui, je l'avais bien abîmé. Enfin, qu'est-ce que tu veux ? [= c'est comme ça] J'aurais pu l'abîmer encore plus, si je l'avais coupé entièrement. Et ce n'est pas tout de le couper. J'en aurais peut-être coupé d'autres en même temps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 N'eo ket a-walc'h kozhañ... mont da foutr !

    [ne̞ kə waχ 'koːzã – mõn tə fut]

    Ce n'est pas le tout de vieillir... [le pire c'est de] décliner !

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 e-kichen bremañ n'eo ket a-walc'h mont, met a-wezhioù n'eus ket a voaien da dont d'ar gêr

    ['kiʃən 'bʁemɑ̃ nɛ kə wɑh mɔ̃n mɛ 'we:ʒo nøs kə 'vwɑjɛn dɔ̃n də ge̞:r]

    alors que maintenant ce n'est pas le tout d'aller, mais parfois il n'y a pas moyen de revenir à la maison

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kar bremañ 'ba ar menajoù n'eo ket a-walc'h labourat, met paperoù a vez d'ober

    [kaʁ 'bʁemɑ̃ bah me'nɑ:ʒo nɛ kə wɑh la'bu:rət mɛ pa'pe:ro ve do:r]

    car maintenant dans les fermes ce n'est pas le tout de travailler, il faut aussi faire la paperasse

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 n'eo ket a-walc'h deus un dra met...

    [nɛ kə wɑh dœz ən dɹɑ: mɛt]

    ce n'est pas le tout avec une seule chose mais... [la complexité de la nature fascine]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi