Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

eüruzamant

Stummioù :

heureusement

  • 👂 🔗 Ha eüruzamant kar goude, gant ar saout 'meump bet trawalc'h a labour.

    A évuruzaman ka goudé, gan zowt meum bé trawah labour.

    Et heureusement car ensuite, avec les vaches, on a eu assez de travail.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha ne oamp ket arri e-barzh ar bourk c'hoazh, ha e oa ur c'hamion a-drek, pa oan o tont er-maez gant ma saout, deut e oant er-maez tout eüruzamant, ha e oa ar c'hamion war-lerc'h, feut feut feut feut feut feut, n'arete ket un tamm.

    A oam ked ai bah bourk hoas, a oa hamion drék, pé oan ton mês, gan me zowt, deud oant mês tout, évuruzaman, a oa hamion war-lèrh, feut feut feut feut feut feut, n’arété ked en tamm.

    Nous n'étions pas encore arrivés au bourg, et il y avait un camion derrière, quand j'étais en train de sortir mes vaches, heureusement elles étaient toutes sorties, et le camion était derrière, tut tut tut tut, il n'arrêtait pas un instant.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 e oa arriet ar moc'h-gouez 'ba ar park, ha drailhet... ha drailhet tout ar park, evurusamant e oa ur gozhenn

    [wa a’riəd ə moh’gwẽ ba pɑɾk a ’dɾɑʎəd a ’dɾɑʎət tut pɑɾk ˌevyry’zɑ̃mɑ̃n wa ’go:zən]

    les sangliers étaient arrivés dans le champ, et endommagé... et endommagé tout le champ, heureusement que c'était un jachère

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eüruzamant

    [eˌvyry’zɑ̃mɑ̃n]

    heureusement

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 re gozh, eüruzamant evitañ

    [ʁe go:zˌevyry’zɑ̃mɑ̃n witɑ̃]

    trop vieux, heureusement pour lui

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 eüruzamant kar a-hent-all...

    [eˌvyry’zɑ̃mɑ̃n kar hɛn’dal]

    heureusement car autrement...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 evurusamant

    [ˌivyʁy'zɑ̃mɑ̃n]

    heureusement

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi