Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

roulañ

Stummioù :

enrouler

  • 🔗 roulañ ha diroulañ

    [’rulɑ̃ a di’rulɑ̃]

    enrouler et dérouler

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

rouler

  • 👂 🔗 da roulañ anezhañ e waskent warnañ

    [də ’rulɑ̃ neɑ̃ ’wɑskɛɲ warnɑ̃]

    pour le faire rouler ils appuyaient dessus [jouet]

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

rouler (se –)

  • 👂 🔗 e-kerzh an hañv war an ed aze e roulont warnañ hag e pladont anezhe tout aze

    [kɛɹz nɑ̃: waɹ ne:d ’ɑ:he ’rulɛɲ waɹnɑ̃ a ’blɑ:dɛɲ nɛ: tud ’ɑ:he]

    pendant l'été sur le blé là ils se roulent dessus et ils les écrasent tous là [sangliers]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi