Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

brezel

Gwelet an tem Ar brezel

Stummioù :

guerre

  • 👂 🔗 Goude ar brezel neuze, pa oa arri er gêr, 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da reiñ e verenn dezhañ bemdez.

    Goudé brézel neuhé, pé oa ai gèr, na goulet gan Papa ag-eñ oa kontan de reugn i vèrn déañ bañwdé.

    Après la guerre, quand il est revenu à la maison, il a demandé à Papa s'il voulait bien lui donner son repas du midi tous les jours.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Feiz avat, e-pad ar brezel 'na goulennet gant Papa hag-eñ e oa kontant da derc'hen e douar dezhañ, labourat bepred quoi, abalamour dezhe da nompas mont en friche evel e vez lavaret, ya.

    Fé hat, pad brézel na goule gan Papa ag-eñ oa kontan de dèrhen i douar déañ, labouret bopet quoi, bañw tè de nompas mon en friche vèl vé lât, ya.

    Pendant la guerre, il a demandé à Papa s'il voulait bien entretenir ses terres, les travailler, pour ne pas qu'elles aillent en friche, comme on dit, oui.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Eñ a oa partiet d'ar brezel, evel-just. Prizoniet.

    Eñ oa partiet de brézel vèl just. Prizoniet.

    Lui il était parti à la guerre, bien sûr. Prisonnier.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 me 'ma bet savet ur glujar diwar he neizh 'ba 'r park e-pad ar brezel aze, hag e oa pemp warn-ugent u dindani, e oa o c'horiñ anezhe

    [me ma be ’zɑ:vət ’gly:ʒər diwar i he:z bah pɑrk pad ’bre:zəl ’ɑhe a wa pɛm war’ny:gən y: dinɑ̃’ni wa ’ho:ri nɛ:]

    j'avais levé une perdrix de son nid dans le champ pendant la guerre là, et il y avait vingt-cinq œufs sous elle qu'elle couvait

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi