Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

mont war-lerc'h

suivre

  • 👂 🔗 Me emezañ zo o vont war e lerc'h emezañ, ken e vin sur e vo aet e-barzh an ti.

    Mé méañ zo von war i lèrh méañ, kén vin zur vo èt ba’n ti.

    Moi, dit-il, je vais le suivre jusqu'à ce que je serai sûr qu'il sera rentré dans sa maison.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 ha ni oa aet war-e-lerc'h

    [ha nim wa ɛd war i lɛrh]

    et nous étions allés à sa poursuite

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'an ket war-e-lerc'h da welet petra 'nez graet peogwir e oaran a-walc'h, pa vezer bet daou vloaz warn-ugent 'ba 'r plas, ne dalv ket ar boan mont war-e-lerc'h da sellet

    [me nɑ̃ kə war i lɛrh də wɛlt prɑ ne gwɛt py'gy:r wɑ:rɑ̃ wɑh pe vɛ:r bed dɔw lɑ: war'ny:gən bar plɑ:s dɑ:l kə bwɑ̃:n mɔ̃n war i lɛrh də zɛl]

    je ne vais pas après lui voir ce qu'il fait puisque je sais parfaitement, quand on a été vingt-deux ans à la ferme, ça n'est pas la peine d'aller vérifier après lui

    Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.

    Dastumer : Tangi