Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur BREZHONEG > GALLEG 🔄

debrouillañ (en em –)

débrouiller (se –)

  • 👂 🔗 Pa 'na gwelet anezhañ o vont d'an ti ha klevet an alc'hwez o tont en-dro, allez bremañ ma flac'h emezañ, en em debrouilhit gant ma paotr aze ma karit.

    Pé na gwéle néañ von te’n ti a klêwet ’n alhwé ton dro, alé, brœmañ me vlah méañ, non débrouillit gan ma pot ahé, ma kéêt.

    Quand il l'avait vu atteindre la maison et qu'il avait entendu la clé tourner : « Allez, maintenant ma fille, dit-il, débrouillez-vous avec mon garçon si vous voulez. »

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Bezañ zo da dek vloaz ha pevar-ugent emaint 'ba gêr c'hoazh en em debrouilhont ya (T : Ya.) memes muioc'h a-wechoù. (T : Ya, ya.) A-wechoù arriet kant vloaz kazi, ne dez ket ezhomm kazi, kaout tamm bihan da sikour evel-se ur wech d'ober tammoù traoù, en em debrouilhont. (T : Se a zo brav da welet hañ.)

    [be zo də dek la a ˈpɛwaʁ ˈygən mɛɲ ba gɛːʁ was ɑ̃ nɔ̃n debʁujɛn ja ˈmœməs myʁh ˈweʒo ˈweʒo aj ˈkãˑla ˈkɑhe ˈde keːm ˈkɑhe kɑ tɑ̃m ˈbiən də ˈʒicuʁ viˈsɛ weʃ doːʁ ˈtɑ̃mo tʁɛw nɔ̃n debʁujɛn]

    Il y en a qui ont quatre-vingt ans et qui sont encore à la maison, ils se débrouillent oui, parfois plus [âgé] même. Parfois presque centenaires ils n'ont quasiment pas besoin [d'aide], [juste] un peu d'aide comme ça pour faire quelques bricoles. Ils se débrouillent.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Ah, pep hini en em debrouilhe evel e c'halle. Peotramant ec'h ae un tamm bara gante e-barzh ur sac'h bihan, ha e debrent anezhañ ma kerez quoi, met...

    [a pɔp'ini nõn de'bʁuje vɛl 'hale – pe'tãmãn he̞ tãm'baːʁa 'gãntɛ bah zaχ'piən – a 'de̞ːbɛŋ 'neã ma'keəs kwa mɛ]

    Ah, chacun se débrouillait comme il pouvait. Ou bien ils emportaient un morceau de pain dans un petit sac, et ils le mangeaient, mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal