Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

censé

sañset

  • 👂 🔗 E oa sañset dont herie amañ ?

    Oa sañset don héié amañ ?

    Il était censé venir ici aujourd'hui ?

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Peogwir e oa sañset bezañ modern un tamm bihan, peogwir e oa krevier...

    Pegur oa sañset béañ modèrn tamm bïen, pegur oa krêvier.

    Parce qu'elle était censée être un peu moderne, puisqu'il y avait des crèches...

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 ya, mat e vez 'vat, met eñ zo sañset da vezañ brein

    [jɑ: mɑ:d ve 'ha mɛ hẽ̞: zo 'sɑ̃sət tə 'veɑ̃ brɛɲ]

    oui, c'est bon mais c'est sensé être pourri [pour être mangée, nèfle]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 aze zo ur groc'honenn rou... rouz, hoñ... hoñ a veze lâret ur wae... ur waegenn diouti, e oas sañset da dennañ honnezh, met bremañ ne deu ket sell, dam dezhe da vezañ gwenn, oh ! ne oa ket ampoezon ma kerez met... met c'hwerv e veze

    [’ɑhe zo grɔ’hɔ̃:nən ɾu ɾu:s hɔ̃: hɔ̃: viʃe ’lɑ:rə wɛ ’wɛ:gən dɔ̃ti was ’sɑ̃sə də ’dɛnɑ̃ hɔ̃:z mɛ ’bœmɑ̃ da kə sɛl dɑ̃m dɛ də ve gwɛn o: wa kəd ɑ̃m’pwe:zɔ̃n me ’ke:rɛs mɛ mɛ hwɛɾw viʃe]

    là il y avait une peau mar... marron, elle... elle était appelée « fil... un filet », tu était sensé enlever celle-là mais maintenant elle ne vient pas regarde, afin qu'elle soit blanche, oh ! ce n'était pas du poison si tu veux, mais... mais c'était amer [chât

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 miz kerdu ha du a oa sañset da gargañ an douflezioù, ha miz meurzh a oa sañset da sec'hañ anezhe, ha goude neuze e veze troc'het yeot

    [mi:s 'kɛrdy a dy wa 'sɑ̃səd də 'gɑrgɑ̃ ndu'flejo a miz mœrz wa 'sɑ̃sət tə 'zehɑ̃ nɛ: a 'gu:de 'nœhe viʒe 'trɔhə 'jɛwɔt]

    les mois de décembre et novembre étaient sensés remplir les fossés, et le mois de mars était sensé les assécher, et après alors on coupait l'herbe [première herbe du mois de mars]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 sañset out da c'hoût euh...

    ['sɑ̃səd ud də hu:d ə]

    tu es censé savoir euh [c'est normal que tu saches] ...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 pelec'h emañ Frederique sañset ?

    [ple̞h mɑ̃ fre'derik 'sɑ̃sət]

    où se trouve [habite] Frédérique ?

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 zo sañset da c'hoût kaozeal

    [zo 'sãsət də hu:t ko'zeəl]

    est censé savoir parler

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ya, sañset oa da vezañ ruz ar bouton

    [ja 'sɑ̃səd wa də 'veɑ̃ ry: 'butɔ̃n]

    oui, le bouton était censé être rouge

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 petra eo sañset ?

    [prɑ ɛ 'sɑ̃sət]

    c'est censé être quoi ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 piv oa sañset 'ba 'r Palakred ?

    [piw wa 'sɑ̃sət bar pa'lɑ:kət]

    c'était qui au Palakred ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ti biv e oa sañset ?

    [ti: biw wa 'sɑ̃:sət]

    chez qui il était [il travaillait] censément ?

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne oa ket sañset d'ober ivez

    [wɑ kə 'sɑ̃sət to:r 'ije]

    il n'était pas censé [ce n'était pas son rôle] le faire non plus

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 dam da betra ne oa ket aet du-se ? du-se ne vez ket sañset da vezañ direñjet an dud ?

    [dɑ̃m brɑ wa kəd ɛd ’dyhe ’dyhe ve kə ’sɑ̃səd də ’veɑ̃ di’rɛ̃jʒə ndyt]

    pourquoi n'était-elle pas allée chez toi ? chez toi on n'est pas sensé être dérangé ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ophtalmo oa sañset da vezañ

    [of’tɑlmo wa ’sɑ̃səd də ’veɑ̃]

    elle était sensé devenir ophtalmo

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwezhall ne oa ket sañset debriñ kig

    [’gwe:ʒal wa kə ’sɑ̃sə ’di:bĩ kik]

    autrefois on nétait pas sensé manger de la viande

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 gwezh-all ne oa ket sañset an nen d'ober

    ['gwe:ʒal wa kə 'sɑ̃sə ne:n do:r]

    autrefois on n'était pas sensé le faire

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 sañset oas da gemer ar pezh a veze ofret dit

    ['sãnsəd was də 'gomər pez 'viʒe 'ɔfrə tit]

    tu étais sensé prendre ce qui t'était offert

    Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi