Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
[interjection]
te
Gwelet an tem Te !
-
👂 🔗 Ret e vije d'an nen mont eeun te, abalamour d'ober ur regenn eeun.
Rê(d) vijé (d) nén mon eñven té, bañw t'or rigienn eñven.
Il fallait aller droit, tiens, pour faire une rangée droite.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Oh me 'meus amzer da drailhañ patatez te, kar ne vin ket pell oc'h ober se.
O mé meus amzer de drailhañ patates té, ka vin ke pell 'h or zé.
Oh j'ai encore le temps de mettre les pommes de terre en morceaux, car ça ne me prendra pas longtemps.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.
(A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.
Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ar re-se zo bet diveget te
[’ree zo be di’ve:gət te]
ceux-là ont été étêtés
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.
[mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]
Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met arru a raent da louzañ. Aezet. Ya. Ar c'hoef zo gwenn te.
[mɛ 'aj ə ʁɛŋ tə 'luːzã – 'ɛːzət – ja – 'hwef so 'gwɛn te]
Mais elles se salissaient facilement. Oui. Les coiffes sont blanches, bien sûr.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha ne oa ket ezhomm da stokañ dionti re, kar, me a lavar dit, honnezh a rae vil, hañ. Beñ, honnezh a oa kat da droc'hañ koad te.
[a wa kəd 'eːm də 'stɔkã 'dõnti 'ʁeː ka 'me 'laːʁ dit hõ ʁe 'viːl ã – bɛ̃ 'hõ wa 'kat tə 'dʁɔhã 'kwat te]
Et il ne fallait pas trop la toucher [approcher ses doigts], car, je te dis, elle pouvait faire du dégât. Ben, elle était capable de couper du bois pardi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
avat
-
👂 🔗 Ni 'mamp kemeret an abitud evel-se, ha feiz avat...
Nim 'mam kémèret 'n abitud vé-sé, ha fé hat...
Nous nous avions pris l'habitude [de faire] comme ça...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met ma Doue... eñ a oa jentil avat. Jentil-abominapl.
Mé ma Doue... eñ oa jèntil ha. Jèntil abominabl.
Mais mon Dieu... Il était gentil. Vraiment très jentil.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Se a zo bien avat.
[se zo bjɛ̃ ha]
Ça c'est bien.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Marteze ne oaran ket avat, se a depand deus peseurt sekteur eo.
[maˈtee waˈʁɑ̃ŋ kə ha ˈdepɑ̃n døs ˈpesœ ˈsɛktəʁ ɛ]
Peut-être je ne sais pas, ça dépend du secteur.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Riagad se n'eus ket kalz avat. Ne ma ket klevet an anv-se gwech ebet c'hoazh.
[ʁiagat ze ˈnøs kə kɑls ha ˈma kə ˈklɛwə nɑ̃ː se ˈgweʃə be wɑs]
Il n'y a pas beaucoup de Riagad. Je n'avais jamais entendu ce prénom là auparavant.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
eta
Gwelet an tem Eta !
-
🔗 Selaou eta !
[ˈʒilɔw ta]
Écoutes donc !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
hola
-
🔗 Hola ! debriñ a ra ur pezh tamm en un taol evel-se ?
[ˈhola ˈdibi ʁa peːs tɑ̃m nɔ̃n tol vəˈsɛ]
Eh ben ! il mange un gros morceau comme ça en une fois ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
oc'hola
-
👂 🔗 oc'hola !
[o'hola]
eh bien dis donc !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 oh ya, e Bear e oa galleg 'vat, oc'hola 'vat
[o ja 'bear wa 'gɑlək a ola'hat]
oh oui, Bear était française [francophone] dis-donc
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
damen
-
🔗 oh damen, gortoz 'ta, emezon-me !
[o 'dɑ̃mən 'gɔrtos tɑ 'mɔ̃mɛ]
oh dame, attends donc, me dis-je !
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 damen e vo, sell aze emezon-me, n'eus ket renket deskiñ anezhañ ober se gwelet a rez hañ
[’dɑ̃wnə vo sɛl ’ɑhe ’mome nøs kə ’rɛŋkə ’diskĩ neɑ̃ o:r ze gwɛ:z ɑ̃]
bon sang, voilà dis-je, il n'a pas fallut lui apprendre à faire ça vois-tu [chat s'occupant de son petit]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ya damen !
[jɑ 'dɑ̃mən]
oui bien sûr !
Jean An Du 2012 p.181 "dãmenn interj. Bien sûr !"
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi