Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄
sinon
anez da se
-
👂 🔗 'Ta ket lavaret dezhe e rajes ur c'hachenn. Anez da se marteze e vijent deut.
Ta ke lât tè rachèz (eu) c’hachenn. Nès te zé matéé vijènt deut.
Tu ne leur avais pas dit que tu ferais un gâteau. Sinon ils seraient peut-être venus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Eüruzamant ne oa ket degouezhet dimp tremen 'ba an hent, anez da se marteze nim a vije bet lazhet ivez. Ken barrek all. Eñ a selle mann ebet ken quoi.
[eˌvyʁy’zaːmãn wa ke di’gwɛət ’tim ’tʁemən bah ’nɛn – nɛzde’ze ma’tee nim viʒe be ’lahəd iə – ken ˌbaʁə’gal – hẽ ’zɛle mãnbeke̝n kwa]
Heureusement que nous n'étions pas passées par le chemin, sinon nous aurions peut-être été tuées nous aussi. [Il en était] tout aussi capable. Il ne regardait plus rien [il avait perdu la tête].
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ya kar anez da se 'ma lavaret genaoueg dit. Anez da se 'ma lavaret genaoueg dit. Anez da... Ma 'tije ket kemeret unan evitout.
[ja ka 'nɛs tə 'zeː ma 'laːt ge'noːək tit – 'nɛs tə 'zeː ma 'laːt ge'noːək tit – ma ti'ʒekə ke'mɛːd 'yn witut]
Oui car sinon je t'aurais traité d'idiot. Sinon je t'aurais traité d'idiot. Sinon... Si tu n'en avais pas pris une [madeleine] pour toi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
a-hend-all
-
👂 🔗 Petra zo e-barzh a-hend-all ? Frouezh zo e-barzh pe un dra bennak ?
Pra zo bars hènd-all ? Vreus so bars pé eun dra bennak ?
Qu'y a-t-il dedans sinon ? Il y a des fruits ou quelque chose comme ça ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 E-kichen a-hend-all e douchen evit tri.
Kichen hèndall douchèn wit tri.
Alors que sinon je touchais [les aides familiales] pour trois.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Kar a-hend-all, eñ 'na ket tud a-hend-all quoi dre amañ met kendirvi ha traoù evel se, ha c'hoazh kalz anezhe ne wele ket anezhe kement-se, peogwir e oant e-barzh Landebaeron pe Kervoc'h, pe un tu bennak evel se, fidedoulle, e oa e-unan penn aze quoi.
Ka hèndall, heñ na ke tut hèndall quoi, dré amañ, mèt kindirwi a trèw vesé, a hoas kales nè wélé ke nè kémésé, pegur oant bah Lanbèron pé Kèrvoh, pé tu bénnak vesé, fidedoullé, oa ihun pènn ahé quoi.
Car sinon, lui n'avait pas de parents par ici, seulement des cousins et des gens comme ça, et encore, il ne les voyait pas tant que ça, parce qu'ils habitaient à Landebaëron ou Kermoroc'h, ou quelque part comme ça, nom d'un chien, il était vraiment tout seul.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah ya, darn anezhe a gane ivez, ya ya, a bep sort. Evel ur bal a-hend-all quoi. A-wechoù e vez reoù o kanañ, a-wechoù ne vez ket hini ebet oc'h ober.
A ya, darn nè gané ie, ya, ya, bop sort. Vèl bal hèndall quoi. (A)wêjo vé réw kanañ, (a)wêjo vé ke hini bé ’h or.
Oui, certains d'entre eux chantaient aussi. Comme au bal sinon. Parfois il y a des chanteurs et parfois il n'y en a pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 A-hend-all amañ zo ur park hag e zo branolenn bras e anv hañ, branolenn bras.
[hɛndal ɑ̃mɑ̃ zo paʁk a zo ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs i ˈɑ̃no ɑ̃ ˈbʁɑ̃nɔ̃n bʁɑːs]
Sinon ici il y a un champ là son nom c'est branolenn braz.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hañ ?! hag ober pred da hennezh ?! me a lâr dit ! hag ur wech 'ma prenet ur poulê, 'ma prenet ur poulê 'ba eu... ti Gorju, boucher tal-kichen ar mairie aze, 'ma prenet ur poulê, « oh ! met hennezh zo c'hwezh gantañ ! », kaer 'ma reniflañ anezhañ, « oh ! hennezh zo c'hwezh gantañ ! minapl zo c'hwezh gantañ ! », ha neuze 'ma laket eu... 'ma gwalc'het anezhañ gant gwinegr, da welet, tremenet holen, tremenet 'bu robinet, bepred e oa c'hwezh gantañ, « ben tant pis ! bremañ pa 'meus gwalc'het anezhañ ha graet ar sirk-se gantañ, 'h an da boazhañ anezhañ bepred » oh ! ha goude 'meus lâret... « oh ! ben n'an ket... 'h an da... 'h an da... 'h an d'ober traoù all dezhañ d'e verenn, n'an ket da reiñ hennezh dezhañ d'e verenn, n'an ket da reiñ hennezh dezhañ peotramant e lâro din 'h on sot », hag e oan aet da di Gorju gant ma boulê boazh, da lâret dezhi...
[ɑ̃ a o̞ːʁ ˈpʁet tə hẽːs - me lɑːʁ dit - a weʃ ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ - ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ bah ə - ti ˈgɔʁʒy - ˈbuʃe talˈkiʃən mɛʁi ˈɑhe̞ - ma ˈpʁeːnə ˈpuːle̞ - ho mɛ hẽːs so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - kɛːʁ ma ʁøˈniflə ˈneːɑ̃ - o hẽːs so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - ˈmiːnəp so hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - a ˈnœːhe ma ˈlɑkət ə - ma ˈgwɑlhəd ˈneɑ̃ gɑ̃n gwiˈnɛk - də ˈwe̞ːlət - tʁeˈmeːnə ˈhoːlən - tʁeˈmeːnə by ʁoˈ biːnɛ - ˈbopə wa hweːs ˈkɑ̃tɑ̃ - ... - ˈbœmɑ̃ pa møs ˈgwɑlhə ˈneːɑ̃ a gwe̞t ˈsiʁk se ˈgɑ̃tɑ̃ - hɑ̃ də ˈbwɑhɑ̃ ˈneɑ̃ ˈbopət - oː a ˈguːde møz lɑːt - o bɛ̃ ˈnɑ̃ kə - hɑ̃ də hɑ̃ də hɑ̃ do̞ːʁ tʁɛwˈɑl deɑ̃ di ˈvɛʁn - ˈnɑ̃ kə də ˈʁɛĩ hẽːz ˈdeɑ̃ pəˌtɑ̃m ˈlɑːʁo dĩ hɔ̃ zoːt - a wɑ̃n ɛd di ˈgɔʁʒy gɑ̃n mə ˌbuˑːle̞ ˈbwɑh - də ˈlɑːʁ tɛj ...]
hein ?! et faire le repas de celui-là ?! moi je te dis ! et une fois j'avais acheté un poulet, j'avais acheté un poulet à euh... chez Gorju, boucher à côté de la mairie là, j'avais acheté un poulet, « oh ! mais celui-là sent fort ! », j'avais beau le renifler, « oh ! celui-là sent fort ! il sent terriblement fort ! », et alors j'avais mis euh... je l'avais lavé avec du vinaigre, pour voir, passer au sel, passer au robinet, il sentait toujours, « ben tant pis ! maintenant que je l'ai lavé et fait ce cirque-là avec, je vais le cuire quand même » oh ! et après j'ai dit... « oh ! ben je ne vais pas... je vais... je vais... je vais lui faire autre chose à déjeuner, je ne vais pas lui donner celui-là ou sinon il me dira que je suis folle », et j'étais allée chez Gorju avec mon poulet cuit, pour lui dire...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
peotramant
-
👂 🔗 eñ a vije kentañ glazur a oa war... hag e vije mesket gant foenn pe gant plouz, peotramant ar saout a dape ar red-korf
[hẽ: biʒe ’kentɑ̃ ’glɑ:zyr wa war a viʒe ’meskə gɑ̃n vwɛn pe gɑ̃n plu:s pe’tɑ̃mɑ̃n zɔwd ’dɑpɛ re’kɔrf]
c'étaient les premières verdures qui étaient sur... c'était mélangé avec le foin ou la paille, sinon les vaches attrapaient la diarrhée [première herbe du mois de mars]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peotramant ne ro ket frouezh
[pə'tɑ̃m ra kə vrœ:s]
ou sinon il ne donne pas de fruits [noyer]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi