Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

continuer

derc'hen

  • 👂 🔗 Oh daon, derc'h te d'ober.

    O daon, dèrc'h (darc'h ?) té d'or.

    Oh dame, continue toi à faire.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ya. Ya, da gentañ e vije an dud war-lerc'h ar faucheuse. Ha ar faucheuse a derc'he da vont prim mat.

    Ya, ya, de gèntañ vijé 'n dut war-lèrh focheuz. A focheuz dèrhé de von prim mat.

    Oui, d'abord les gens étaient derrière la faucheuse. Et la faucheuse continuait d'avancer rapidement.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Met d'ar c'houlz-se neuze, pa oa arri hennezh a-benn neuze, nim a derc'he d'evoluañ.

    Mè de houls-sé neuhé, pé oa ai heñs, bènn neuhé, nim dèrhé d’évoluañ.

    Mais à cette époque, quand celui-ci est arrivé, nous continuions d'évoluer.

    Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Pa vije laket ar machinoù war bronnoù... ... ar vuoc'h, feiz, hennezh a goroe e-unan quoi. Ha e derc'he d'ober, e derc'he da sachañ goude. Ha feiz evel se e oa kat da surveilh div pe deir pe beder asambles quoi.

    Pé vijé laked machino war bronno… vuh, fé, heñ goroé ihun quoi. A dèrhé d’or, dèrhé de jèchañ goudé. A fé vesé oa kat de survèi diw pé dèr pé béder sam(bl)es quoi.

    Quand on mettait les machins sur les mamelles de la vache, la machine trayait toute seule. Et elle continuait de tirer ensuite. Et comme ça, on pouvait en surveiller deux ou trois ou quatre en même temps.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Arabat e vije ober re, ah ya kar... Ha pa vije re domm ar billig, te, kazi ne oa ket a voaien delc'hen d'ober krampouezh, peogwir neuze 'h aent du.

    (A)rabat vijé or ré, a ya ka... A pa vijé ré domm billik, té, kahé oa ke vwoien dèrhen dor krampous, pegur neuhé 'h ènt du.

    Il ne fallait pas en faire trop [du feu], car... Et quand la galetière était trop chaude, on ne pouvaient presque plus faire de crêpes, car elles noircissaient.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 Derc'hen da dispign arc'hant 'ba kaoc'haj.

    [ˈdɛhɛn ˈdispiɲ ˈɑʁhɑ̃n ba ˈkɑhaʃ]

    Continuer a dépenser de l'argent dans des conneries.

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 hag eñ a derc'h « piwig, piwig », eñ a derc'h da ganañ bep ma 'h a war-grec'h hag eñ goude a diskenn a-rez en ur... en ur c'hwitellat

    [a hẽ: dɛrh piwik piwik hẽ̞: dɛrh tə 'gɑ̃:nɑ̃ bɔp tə ha war'gweh a ẽ̞: 'gu:de 'diskɛn rɛ:s nɔ̃n nɔ̃n hwi'tɛlət]

    et lui il continue « piwig, piwig », il continue de chanter à mesure qu'il monte et lui après il descend au ras en... en sifflant [alouette]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 alese e deu... ec'h a da... ec'h a da... honnezh a barti deus Bodlezan aze, hag ec'h a dre traoñ... dre traoñ euh... pa 'h ez da Blouared du-hont 'ba 'ba Mabinizan du-hont, e terc'h da vont hag ec'h arru 'ba 'ba... 'ba Lanneven aze

    [ə ’lese da a hɑ də hɔ̃:s hɑ də hɑ də hɔ̃:z ’bɑrti dəz bo’leən ’ɑhe a hɑ dre trɔw dre trɔw ə pe hɛs də blu’ɑrəd ’dyən bah bah ˌmabi’ni:zən ’dyən dɛrh tə vɔ̃n a hɑj bah bah ə bah lɑ̃’newən ’ɑhe]

    de là elle vient... elle va... elle va... celle-là part de Bodlezan là, et elle va par le bas... par le bas euh... quand tu vas à Plouared là-bas à... à Mabinizan là-bas, elle continue d'aller et elle arrive à... à Lanneven là

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hen da c'hoari

    [ˈdɛhɛn də hwɑːj]

    continuer de travailler

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 me a derc'h d'ober

    [me dɛrh do:r]

    je continue de faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hel a ran d'ober

    [dɛrh rã do:r]

    je continue de faire

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hel da vont gant e labour

    ['dɛrhɛl də võn gãn i 'lɑ:bur]

    continuer dans son travail

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus ket derc'het da vont

    [møs kə 'dɛrhɛt tə vɔ̃n]

    je n'ai pas continué d'aller

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hen da evañ

    ['dɛrhɛn də 'e:vã]

    continuer à boire

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hen da vont

    ['dɛrhɛn da võn]

    continuer d'avancer

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ezhomm 'na da derc'hen d'ober, ya

    [e:m na 'dɛrhɛn do:r ja]

    il avait besoin de continuer à faire, oui

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne derc'hin ket evel-se

    ['dɛrhiŋ kə və'se]

    je ne continuerai pas comme ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 abaoe 'neus ket bet derc'het d'ober kwa

    [bwe nøs kə be 'dɛrhɛt to:r kwa]

    depuis il n'a pas continué de faire quoi

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'h da vont paotr !

    [dɛrh də vɔ̃n pot]

    continue gars ! [à un cycliste]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 bepred e terc'h hañ

    ['bopəd dɛrh ɑ̃]

    il continue toujours

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 derc'hen en em chikaniñ

    [dɛhɛ nɔ̃n ʃiˈkɑ̃ːni]

    continuer à se disputer, se disputer sans cesse

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 🔗 Derc'hen sklokal !

    [ˈdɛhɛn ˈsklokəl]

    Continuer à glousser ! [ici la cafetière qui fait du bruit en terminant]

    Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
    O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 met abalamour dezhi pas bezañ serveuse e-pad he buhez ma kerez 'da c'hoant da delc'hen evit gallet ober...

    [mɛ pɑ̃m dɛj paz ’beɑ̃ sɛrvøz pad i ’bye ma ’ke:rəs da hwɑ̃n tə ’dɛlhɛn wid ’gɑləd ’o:bər]

    mais pour qu'elle ne soit pas serveuse pendant toute sa vie si tu veux, elle avait envie de continuer pour pouvoir faire...

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ne delc'ho ket

    [dɛl'ho kət]

    ça ne continuera pas

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 gallet 'na derc'hen e hent

    ['gɑlə na 'dɛʁhɛn i hɛn]

    il avait pu continuer sa route

    Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bugale ar veterinaer, ar re-se 'neus derc'het war ar br... ar skol brezhoneg ?

    [by'gɑ:le veteʁi'nɛʁ ʁeze nøz 'dɛrhɛd war br sko:l brɛ'zɔ̃:nək]

    les enfants du vétérinaires, ceux-là ont continué le br... l'école en breton ?

    Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.

    Dastumer : Tangi

kontinuiñ

  • 👂 🔗 a-hont e oa div gouturierenn 'ba... Kerbiged Beurleudi aze, hag ec'h on bet o kerc'hat karaj dezhe, aze un tamm poële bihan kwa, e veze bourret hennezh hag eñ... hennezh, eñ ne ra ket a flamm kwa, eñ a derc'h da... da guzumiñ evel-se hag e tomm bepred kwa, an hini a dev a gontinu evel-se kwa ha pa vez kouchet kwa, n'a ket prim ha bepred e ro nerzh kwa

    [a’ɔ̃n wa div ˌguty’ʁjɛ:ʁən bah ke̞ʁ’bi:ɟəd bœ’lœ:di ’ɑ:he a hɔ̃ be ’kɛʁhət ’kɑ:laʃ dɛ: ’ɑ:he tɑ̃m pwɛl ’bi:ən kwa viʒe ’buʁə hẽ̞:s a hẽ̞: hẽ̞:s hẽ̞: ʁa kə vlɑ̃m kwa hẽ̞: dɛʁh tə də gy’zymĩ vi’se a do̞m ’bopət kwa n:i dɛw kɔ̃’ty:ny vi’se kwa a pe ve ’kuʃət kwa na kə pɹym a ’bopə ʁa nɛɹs kwa]

    là-bas il y avait deux couturières à... Kerbiged Beurleudi là, et j'ai été leur chercher de la chènevotte, là un petit poêle quoi, on bourrait celui-là et il... celui-là, il ne faisait pas de flammes quoi, il continue de... de se consumer comme-ça et il chauffe quand même quoi, celui qui brûle continue comme ça quoi et quand il est tassé, il ne va pas vite et donne de l'énergie quand même

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi