Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

gars

paotr

  • 👂 🔗 paotred ar mor aze a oare deus ar pesk... deus ar c'hokich ha deus tout

    ['potə mo:r 'ɑhɛ 'wɑ:rɛ dəs pesk dəs 'hokiʃ a dəs tut]

    les gars de la côte là savaient selon les poiss... selon les coquillages et tout [prévoir le temps]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 bepred 'ma ket gallet derc'hen mat dezhe, aet e oant kuit paotr

    ['bopəd ma kə 'gɑləd 'dɛrhɛn mɑt tɛ: ɑ̃ ɛd wɑ̃ɲ kwit pot]

    toujours est-il que je n'avais pas pu les tenir hein, elles étaient parties mon gars [couleuvres]

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 paotr ar gwez-peupli

    [pod gwẽ̞ 'pœpli]

    le gars au peuplier [surnom de quelqu'un qui grimpait aux peupliers]

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi